A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer 2026. Aozet e vint e pep skol.
Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war al leurenn : 6 eus Gwened ha 17 eus Karaez.
Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù kelenn Kevread Diwan hag evit diorren ar brezhoneg dre vras.
Kregiñ a ra 2026 gant ur c'heloù deus ar c'hentañ evit Diwan hag hor yezh : digoradur Skol Diwan Orvez ! Bremañ ez eus 48 skol, 7 skolaj ha 2 lise en hor c'hevread.