Darempred

Degemer > Bezañ tad pe vamm ur skoliad·ez > Piv 'zo piv ? Piv 'ra petra ? > kevredigezh diwan
poltred-skipailh-landerne-photo-equipe-2023

Diwan, startijenn ur rouedad kengred

Lire cet article en français

Degas a ra ar gevredigezh Diwan ur skoazell kevredigezhel ha pedagogel d’ar skolioù, skolajoù, lise. Kement-mañ a lak ar gevredigezh da ziazez mont en-dro ar skolioù.

« Demat deoc’h, amañ Diwan ! » Setu pezh vez klevet pa vez pellgomzet da Landerne d’an 02 98 21 33 69. Met piv eo Diwan ? Un douzennad a dud a labour e servijoù Landerne evit harpañ skipailhoù pedagogel ha kevredigezhel 4 skol, 6 skolaj ha 2 lise.

Servijoù pedagogel ar c’hentañ derez a zo kenurzhiet gant Patricia Chorlay, Aziliz Chevalier-Martinez, Aurélie Coum ha Katy Le Boulbard. Servij pedagogel an eil derez a zo renet gant Pascale Chevillard, skoazellet eo gant Emmanuelle Guilloux er sekretourva.

> E-karg emañ ar servijoù pedagogel eus an tuta hag eus ar stummadur gant Kelenn.

> Bez e c’hell ar skipailhoù pedagogel kaout da respont da c’houlennoù ha goulenn ali ar servijoù eta.

> Aozet e vez emgavioù reoliek dre gorn bro gant ar c’hentañ derez, kroashent ar micherioù hag ar c’hendalc’h gant an eil derez. An daou oc’h aozañ stummadurioù dibaouez. Kuzulioù pedagogel ar c’hentañ hag an eil derez o vezañ frammoù o vodañ dileuridi ar skolaerien ha kelennerien, a ro an tu dezho da eskemm skiant-prenet, da zivizout ha da labourat war emdroadur raktres pedagogel Diwan.

> Krouiñ ha skignañ a reont danvez pedagogel, dre kuzul an embann e TES (Canopé) met ivez o krouiñ danvezioù dibar hag a glot gwelloc’h gant ezhommoù ar c’helenn dre soubidigezh.

Ar skipailh buhez kevredigezhel a zegas skoazell d’ar c’hevredigezhioù lec’hel war dachenn an diorren, an aozañ evit gellout talañ ouzh an diaesterioù a gavont war o hent. Catherine Guérin (war he leve abaoe miz Gouere 2022, post da bourveziñ) ha Yann Servais a zo e karg ambroug ha diorren ar skolioù hag ar raktresoù-skol. Nolwenn Horellou a zo e karg eus kelaouiñ diabarzh ar rouedad, al lec’hienn internet-mañ o vezañ meret ganti. Dominig Jacq a zo sekretour ar vuhez kevredigezhel, un den dave ez eo evit an troidigezhioù e brezhoneg.

War an dachenn velestradurel, emañ Gregor Mazo rener veur Diwan. E karg emañ eus mont en-dro ar rouedad a fed tud hag arc’hant. Ober a ra ivez war-dro an darempredoù diavaez war-zu ar galloudoù lec’hel asambles gant prezidantelezh Diwan. E karg emañ ivez ouzh mont en-dro Kelenn. Sekretourva ar renerezh a zo kaset en-dro gant Christine Le Gall. Jérôme Quéré o vezañ e karg eus merañ an implijidi. E karg eus ar gontouriezh hag ar goproù ez eus Nelly Salaün, skoazellet gant Maryline Guillou evit ul lodenn eus ar goproù. An degemer a zo kaset en-dro gant Vefa Le Stum hag a ra war-dro merañ al labour evit tout pezh a sell ouzh donezonoù da zDiwan. 

Darempred

Melestradur : 02 98 21 33 69 – demat@diwan.bzh

Servijoù pedagogel kentañ derez : 02 98 21 34 95 – kentan.derez@diwan.bzh

Servijoù pedagogel eil derez : 02 98 21 33 69 – eil.derez@diwan.bzh

« Ne c’hellan ket, mont a ran d’ar c’huzul merañ... »

Rouedad Diwan a zo ivez ur bagad tud a youl vat hag a zo dilennet e kuzul merañ Diwan, o terc’hel un emvod bep miz. Ur c’henlabour a zo eveljust etre an dud a youl vat hag ar servijoù. Ambroug ha skoazellañ a reont buhez ar rouedad, dre strolladoù labour. Pep skol he deus ur merour·verourez dave.

Ar verourien·ezed a vot ar budjed, arc’hant kengred kaset gant ar skolioù d’ar rouedad, an digeriñ ha serriñ postoù Diwan. Dilenn a reont izili ar burev : Yann Uguen a zo prezidant, skoazellet eo gant Yoann Huiban (teñzorer), Morgan Campion (eilbrezidantez e karg eus an eil derez), Anne-Sophie Brats (eilbrezidantez e karg eus ar c’hentañ derez) hag Yves-Marie Derbré-Salaün (sekretour hag e karg eus ar vuhez kevredigezhl). Bep daou vloaz e vez kinniget ur mennad heñchañ gant ar c’huzul merañ d’ar c’hendalc’h.

Gerioù-alc'hwez stag : buhez ar gevredigezh   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Lizher da v/Ministr an Deskadurezh-Stad kensinet gant 21 kannad ha senedour ha gant Diwan, div yezh Breizh, Divaskell Breizh ha Kelennomp !

Kejet hon doa hor rouedadoù kuzulierez sokial kabined Gabriel Attal d'ar 4 a viz Gwengolo. Ma oa dereat ar selaou, n’eus bet kavet...

Loc’hañ Tomaz Andre war ar Mini Transat gant e vag Diwan

Disul e loc’ho kuit Tomaz war ar Mini Transat gant e vag Diwan.bzh ! Etrezek La Palma da gentañ ha da c’houde war-zu ar Gwadeloup.

Un distro 2023 gant an niver a vugale stabil

Tra m’emañ an niver a skolidi o tigreskiñ e akademiezh Roazhon e chom an niver a vugale stabil er rouedad Diwan d’an distro-skol...

An holl bennadoù war an tem-mañ