Darempred

Degemer > Diwan-renouvelle-sa-gouvernance-et-se-tourne-vers-lavenir
Kuzul-meran_Diwan_2026

Diwan : nevesaet an dud e penn ar rouedad a-benn treiñ war zu an dazont

16/11/2026

Da-heul an Emvod-meur dreistordinal dalc'het d'ar Sadorn 14 a viz Du e Gwened eo en em vodet Kuzul-merañ Kevredad Diwan. Dilennet en deus da-heul ur burev nevez, klok gant seizh den ennañ. Ar pal gant ar burev-mañ a zo kreñvaat en-dro lañs ar rouedad, lakaat e pleustr ar c'hemmoù hag an adreizhadennoù ret evit prientiñ an dazont.

Kresket eo an niver a izili er C'huzul-merañ o tremen eus 16 e miz Ebrel 2026 da 23 bremañ. Kemend-all a ziskouez un engouestl adnevesaet evit raktres Diwan.

Dilennet eo bet Yves-Marie Derbré-Salaün da brezidant Kevredad Diwan. Skoazellet e vo gant c'hwec'h Besprezidant – teir flac’h ha pevar faotr.

Ar skipailh nevez a zo annezet un tamm pep lec’h e Breizh hag ennañ profiloù ha barregezhioù liesseurt. Kemend-all a zo ur sin vat evit stabilaat ha kas  war-raok mererezh pemdeziek ha diorren Kevredad Diwan :

  • Tristan An Nedeleg, Besprezidant e karg eus ar savadurioù,
  • Axel Bécam, Besprezidant e karg eus Il-ha-Gwilen, Liger-Atlantel ha Mor-bihan,
  • Anne-Sophie Brats, Besprezidantez,
  • Morgane Brillaut, Besprezidantez e karg eus Aodoù-an-Arvor ha Penn-ar-Bed,
  • Arnaud Derache, Besprezidant e karg eus an arc'hant,
  • Riwanon Pollock, Besprezidantez e karg eus ar mesenerezh hag ar c'hehentiñ

Dilenn Yves-Marie Derbré-Salaün, bet skoliad er skolioù Diwan e-unan, a zo arouezius. Ar remziad-mañ a vrezhonegerien zo bet stummet gant Diwan, hag a zo bremañ engouestlet da dreuzkas ar yezh d'ar remziadoù da zont.

Kroget eo ar skipailh nevez-mañ gant e gefridioù en ur mare arouezel evit ar rouedad deskadurezh dre soubidigezh e brezhoneg, a lido e hanterkantvet deiz-ha-bloaz e 2027.

"Ur roll hollbouezus a c'hoari Diwan e dazont ar brezhoneg. Bep bloaz e vez stummet rummadoù nevez a vrezhonegerien en hor skolioù. Setu hor pal pennañ ha se eo a rank hon unaniñ. "Fellout a ra deomp bremañ labourat a-stroll – gant tud a-vicher, tud a-youl-vat, familhoù hag an holl gevelerien – evit reiñ da Ziwan ar peadra da genderc'hel gant ar gefridi-mañ", eme Yves-Marie Derbré-Salaün, prezidant nevez ar gevredigezh.

Ul lañs a-stroll evit sevel un dazont Diwan

Ar burev nevez a fell dezhañ en em harpañ war engouestl ar rummadoù a gerent, a dud a-youl-vat hag a dud a-vicher o deus savet ha lakaet da vevañ ar rouedad. Dreist-holl, e fell dezhañ kreñvaat al liammoù etre ar skolioù, ar familhoù hag an dud a-youl-vat, gwarantiñ un endro labour seder d’ar gopridi ha d’ar gelennerien, ha kenderc'hel da strivañ da zegemer familhoù nevez ha da harpañ ar skolidi a-hed o hentad skol.

"C'hoant hon eus da vont war-raok en ur spered a genziviz hag a genfiziañs, en ur tennañ splet eus barregezhioù hag engouestl an holl. A-gevret eo e stummimp an dazont," a-bouez Yves-Marie Derbré-Salaün.

Diwan a adlâr splann pal e rouedad : stummañ rummadoù nevez a vrezhonegerezed hag a vrezhonegerien ha kemer perzh penn-da-benn e dazont ur yezh vev a vez komzet hag a vez treuzkaset.

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : Kevread Diwan    Fédération Diwan   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod-Meur dreistordinal

An Emvod-meur dreistordinal a vo dalc’het d’ar Sadorn 14 a viz Du 2026 etre 9e30 ha 12e e Ti ar Vro bro Gwened, 3 straed al Lezenn e Gwened.

Devezh Degemer Diwan

Deuit da gejañ ouzhomp d'an 21 a viz Du 2026 e Roazhon ! Digor eo da holl izili ar c'hevread (implijidi, kerent, tud a-youl vat...)

Kemennadenn a-berzh Kuzul merañ Diwan

Kengalv d'un emvod meur dreistordinal

An holl bennadoù war an tem-mañ