Darempred

Degemer > Anavezout Diwan > Diwan berr ha berr
deiziadur_naoned_2018_calendriers_en_bateau
Skeudenn tennet eus deiziadur Diwan 2018, graet gant skol Naoned ©Diwan Naoned

Diwan berr ha berr

Lire cet article en français

Ur rouedad 48 skol, 7 skolaj ha 2 lise a ya da ober ar skolioù Diwan er pemp departamant.

3700 skoliad zo bet degemeret en distro skol 2025 er rouedad, en o zouez un drederenn en eil derez.

Digoust, laik ha digor d’an holl eo ar c’helenn ; se zo kaoz ez eo ar strollegezhioù lec’hel keveler ar rouedad.

Kinniget vez ur c’helenn dre soubidigezh a laka ar skolidi da vestroniañ kenkoulz ar brezhoneg hag ar galleg ha kement dre gomz ha dre skrid.

Dindan gevrat emañ ar skolioù gant an Deskadurezh Stad. Kemeret vez e kont eta goproù ar skolaerien. Heuliañ a ra ar skolaerien-mañ programmoù ofisiel gall hag ensellet int evel o c’henseurted eus ar c’helenn publik ha prevez.

Skolioù kevredigezhel eo ar skolioù, skolajoù ha lise, meret gant familhoù a youl vat er c’hevredigezhioù desevel poblek.

Arc’hantet eo pep skol gant obererezhioù ur c’huzul skoazell pe vuioc’h oc’h aozañ abadennoù sevenadurel, dudius pe sport. Gant an arc’hant dastumet gant ar c’huzulioù skoazell-mañ e c’hell bezañ digoust ar c'helenn.

Hollad frammoù Diwan a verr ouzhpenn 18 milion a euroioù bep bloaz : un drederenn evit ar rouedad, un drederenn evit skolioù hag un drederenn evit ar skolajoù ha liseoù. Gant tost ouzh 600 den a-vicher e vez kaset da benn ar gefridi kelenn ha treuzkas ar brezhoneg e Diwan : 266 gwazour·ez an Deskadurezh stad, 162 goprad·ez rouedad Diwan (skolaerien·ezed, kasourien·ezed, melestradurezh...) ha 166 goprad·ez er skolioù (ASEM, ober war-dro ar c'hempenn...).

Diwan : ur skol gant ur raktres hag un hentenn a-ziforc’h

... hag ur skol evel ar re all

  • Klasoù kevratet gant an Deskadurezh Stad.
  • Kelennerien stummet, titlet, diplomoù heñvel ha re ar c’helenn publik hag ar c’helenn prevez.
  • Skolioù ma vez heuliet ar programmoù ofisiel.
  • Skolidi ganto ur skoliaterezh heñvel ha hini ar skolidi all. Tremen a reomp an hevelep arnodennoù ha priziadennoù.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 e vo aozet Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù e vizio ! Un emgav a-bouez e-lec'h ma c'helloc'h...

An holl bennadoù war an tem-mañ