Darempred

Degemer > Roch-diwan
tomaz_andre_MLG_9187

Soutenit dazont Diwan gant Roc'h Diwan

Roc'h Diwan eo font debarzhadur Diwan.

Krouet e 2010, gantañ e vez sikouret hor rouedad Diwan en un doare padus dre obererezhioù liesseurt : profoù, mesenerezh arc'hant pe barregezhioù, legadoù, donezonoù pe c'hoazh asurañsoù buhez.

 

Perak souten Roc'h Diwan ?

Postañ arc'hant e dazont sevenadur hag ekonomiezh Breizh. Gant ho skoazell e vo gellet brudañ ar brezhoneg ha stummañ tud oberiant an dazont :

Skolidi liesyezhek ha digor war ar bed.

Talvoudekaat hoc'h emouestl er gevredigezh hag en ho Korn-bro. En ur souten Diwan e teuit da vezañ oberiant el lusk Breizh. Degas a reoc'h ho lod e-barzh raktresoù deskiñ, sokial, ha sevenadurel, ar pezh a ro nerzh d'ar rouedadoù lec'hel.

Gounit spletoù war an tailhoù.

Ar pezh a roit da font debarzhadur Diwan, pe vefe donezonoù pe legadoù, a zegas spletoù dedennus war an tailhoù.

 

Ma fell deoc’h titouroù pe kuzulioù diwar-benn kinnigoù leg, donezon, asurañs buhez, e c’hellit mont e darempred gant Diwan dre bostel, dre bellgomz (02 98 21 33 69 ou 06 24 90 36 07) pe dre lizher :

> Roc’h Diwan, ZA Sant Ernel, BP 147, 29411 Landerne cedex

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : prof   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 e vo aozet Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù e vizio ! Un emgav a-bouez e-lec'h ma c'helloc'h...

An holl bennadoù war an tem-mañ