Darempred

Degemer > Dibab ar soubidigezh > Petra eo ar soubidigezh ? > en eil derez
SkolajKemper_RLP2238__RLP2238

Ar soubidigezh en eil derez

Treuzkas d’ar grennarded ar c’hoant da gomz brezhoneg

Lire cet article en français

Evit mestroniañ ur yezh eo ret deskiñ ha pleustriñ ganti betek ar grennardiezh d’an nebeutañ… keloù mat neuze, e Bro c’hall eo ret mont d’ar skol betek e 16 vloaz ha gant Diwan e c’heller bezañ skoliataet en un hentenn divyezhek dre soubidigezh betek ar vachelouriezh.

A-bouez eo tremen eus ar skol d’ar skolaj e buhez ur bugel. Ouzhpenn da e se vez dizoloet e Diwan ar vuhez a-stroll er skol-lojañ. E kreiz ar raktres desevel kelenn dre soubidigezh emañ ar skol-lojañ hag e lusk a glot gant emdroadur ar familh hag trivliadel ar re yaouank. Heñvel eo pennaennoù ar soubidigezh hag er c’hentañ derez : yezh vuhez ha yezh kelenn ar skolajoù ha lise eo ar brezhoneg. E galleg vez roet ar c’hentelioù galleg eta ha re ar yezhoù estren er yezh studiet. « Ar pal evit ar skolajidi e fin an trede klas eo e vefe posubl kenderc’hel gant o studioù e brezhoneg pe e galleg, hag e vefent en o aes gant ar brezhoneg, eme Pascale Chevillard, renerez skolaj ar Releg. Setu perak ez eus beilhadegoù, kleuboù hag a bep seurt abegoù evit e vefe ar brezhoneg e degouezhioù ar vuhez ha pas nemet e degouezhioù ar skol. »

Un diskoulm eo ar skol-lojañ e-keñver an aozañ evit tud ar vugale met ouzhpenn da se eo pouezus-kenañ evit kas war-raok ar soubidigezh ha lakaat ar brezhoneg da yezh buhez hag eskemm etre ar skolidi er vuhez pemdeziek.

Displegañ ha reiñ c’hoant d’ar grennarded

« Evit ar grennarded, n’eo ket aes da gompren ar ger soubidigezh, a lavar Erwan ar Berr, rener skolaj Kemper. Estreget yezh ar c’hentelioù eo ar brezhoneg met ivez ur gwir yezh vev en ur gwir skolaj, setu ar pezh a rankomp displegañ dezho. Plijout a ra din diskouez dezho ar film Brezhoneg leizh o fenn evit lakaat anezho da gompren an dra-mañ. » Pouezus eo seurt displegadurioù seul vui ma kendalc’h skolidi eus an divyezhegezh publik e Diwan ha dizoleiñ a reont ar soubidigezh. « Ret eo reiñ avi d’ar grennarded ha lakaat anezho e-barzh ar jeu, a zispleg Erwan ar Berr. Bep bloaz e tisplegan dezho eo an doare gwellañ evit deskiñ ar yezh ha ma reont strivoù da gomz brezhoneg etrezo e pakint ul live gwelloc’h c’hoazh e fin ar skolaj. » Lavarout a ra ivez eo pouezus d’ar familhoù broudañ ar re yaouank da implij ar brezhoneg en o buhez.

Ur skipailh pedagogiezh tost ouzh ar skolajidi hag al liseidi

« Er skolajoù hag el lise Diwan ez eus ul liamm kreñv etre ar skolidi hag ar gelennerien, a lavar Pascale Chevillard. Divizet hon eus ober evel se evit lakaat anezho da gomz brezhoneg met a-benn ar fin ez eo efedusoc’h da gelenn evel se. » Pouezus eo ivez perzh ar gasourien. « Ul liamm ispisial zo gant ar gelennerien, eme Gwenn Menez, skolajiadez e Plijidi etre 2004 ha 2008 ha bremañ kelennerez el lise. Ar skolaj a zo ul lec’h ma kouskemp : aze hon eus desket bezañ emren, ober war-dro hon aferioù ha re ar re all. Memes tra e oa el lise. Er skol-veur, an troc’h a oa spontus ! »

 

Disoc'hoù an arnodennoù (breved ha bachelouriezh)

Bloavezh skol 2009-2010 2010-2011 2011-2012 2012-2013 2013-2014 2014-2015 2015-2016 2016-2017 2017-2018 2018-2019 2019-2020 2020-2021 2021-2022 2022-2023
Berzh er BREVED 99,3% 99,4% 99,4% 98,9% 98,98% 99,51% 98,84% 98,50% 99% 98,3% 98,5% 99,5% 100% 98,53%
Berzh er BAK 97,3% 94,7% 98,78% 97,75% 93,98% 97% 95,54% 97,5% 95,68% 97,09% 100% 100% 96,73% 98%

Disoc’hoù mat en arnodennoù

Pe vefe diplom ar Breved pe ar vachelouriezh e vez disoc’hoù mat-tre gant skolidi Diwan. « Sirius-kenañ eo tud skipailhoù skolajoù ha lise Diwan, eme Pascale Chevillard. Ganto e pak an holl skolajidi ha liseidi ul live mat kenkoulz e brezhoneg hag e galleg, hep lakaat anezho da zoublañ hag hep dibab nemet ar re wellañ. Evit ar re a zibab mont war zu studioù micherel e kuitont Diwan gant un dra ouzhpenn dre ma ‘z int divyezhek, ‘pezh n’eo ket fall ! »

Bep bloaz emañ disoc’hoù breved ar skolajoù tost-tre da 100 % eus ar skolajidi degemeret. E 2016 o deus tapet ar skolajidi ur feur berzh 12 poent uheloc’h eget keidenn Bro C’hall ha 9 foent uheloc’h eget keidenn Akademiezh Roazhon. Abaoe 2012 e sav feur berzh al lisedi etre 94% ha 99%. E 2017 e oa bet renket lise Karaez eil gwellañ lise e Breizh hag er pevarzekvet plas e Bro C’hall gant Le Parisien – L’étudiant. E 2013  e oa bet renket gant ar Figaro gwelloc’h lise e Bro C’hall. E 2013 e oa bet embannet gant Ofis Publik ar Brezhoneg ur studiadenn war ar studioù war-lerc’h ar vachelouriezh.

Erfin e vez graet un arnodenn diabarzh ispisial evit priziañ o barregezhioù e brezhoneg : an AKED an hini eo (arnodenn kentañ an eil derez) en trede klas pe an ADED (arnodenn diwezhañ an eil derez) e klas termen.

Gerioù-alc'hwez stag : soubidigezh    eil derez    kouskva   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Taol-grenn "Penaos gwareziñ ar c'helenn dre soubidigezh ?"

Un daol-grenn digor d'an holl a vo aozet disadorn (16/03 - 9e15-12e) e Sal an Astrolab (straed Vincent Jezekel, Ar Releg-Kerhuon) da...

Ur c'houskva nevez evit skolaj Diwan Kemper !

D'ar Yaou 15 a viz C'hwevrer 'oa bet votet gant kuzul kumuniezh Kemper Breizh izel (a unvouezh !) evit reiñ savadur Ti ar Brug (EHPAD...

Digoradur un hentenn AEPA e Lise Diwan Karaez e miz Gwengolo 2024

Bak micherel Buheziñ evit ar vugale hag an dud kozh (BP AEPA). Stummadur 3 bloaz.

An holl bennadoù war an tem-mañ