Darempred

Degemer > Skoazellañ Diwan > Reiñ e lod war al lec'h
Skoazell_Plijidi_Festnoz
1340 € a zo bet rastellet gant kuzul skoazell skolaj Plijidi gant un tro-vale hag ur fest-noz e Tregorn d'ar 7 viz Gwengolo 2019. ©Kuzul Skoazell Plijidi

Kemer a ran perzh er vuhez lec’hel

Lire cet article en français

Mamm-gozh, paotr pe plac’h ar c’houignoù, amezeg·ez, mignon·ez… Fellout a ra deoc’h skoazell Diwan pe skol ho korn-bro. Penaos ober ?

Ar pep gwellañ zo kemer perzh en ur c’huzul-skoazell evit sikour a-youl vat da aozañ darvoudoù en-dro d’ar skol pe evit dastum arc’hant. A-hed ar bloaz e vez aozet traoù gant ar c’huzulioù-skoazell evit degas arc’hant da skolioù ha sikour anezho da vont en-dro. El lodenn deiziataer e c’helloc’h kavout an darvoudoù aozet tro-dro deoc’h. Atav e vo un dra bennak d’ober ma ‘z oc’h dieub ha mennet. Gant al lec’hienn tousbenevoles.org e c’helloc’h dizoleiñ penaos bezañ a-youl vat ha gober ho soñj.

Evit darvoudoù meur ez eus afer un tamm mat muioc’h a dud : baleadennoù (Tro menez areRandorade), standoù boued e-pad gouelioù ar vro (Emvod ar Gelted en Oriant, Les Escales e Sant-Nazer, an Erer Kozh e Karaez, Gouel Penn-ar-Bed e Kraon…) ha bep eil bloaz ar Redadeg !

Ma n’anavezit den en-dro deoc’h kit e darempred gant ar skol pe ar skolaj tostañ, hag ho po keloù diganto.

Gellout a rit ivez prenañ dafar digant stand ar skol, tost pep hini he deus unan. Pe vefe levrioù, deiziadur Diwan, produioù lec’hel (holen, sistr, boestoù-mir, kaotigell, krampouezh…) pe broduioù e liamm gant ar rouedad (dilhad, seier, gwerennoù…).

Arbennig eo skolioù zo war an adaozañ : ar paper (Montroulez, Naoned, Kemperle…), an houarn (Louaneg, Lannuon…), karitelloù liv (Louaneg, skolaj Kemper), dafar skrivañ (Naoned)… Gant skol Diwan Naoned ez eus bet dastumet hag adaozet 560 kg koulourdrennadoù yod, 100 kg kreionoù hag 50 kg pakadoù gwastilli etre 2016 ha 2018 !

An deiziadur hag an tombola : arc’hantaouiñ asambles !

Darvoudoù boutin d’an holl aozet a live ar rouedad eo an deiziadur hag an tombola, evit mont war-raok asambles gant kenskoazell etre an izili hag o vezañ efedusoc’h.

Tro 50 000 bilhed tombola a vez gwerzhet bep bloaz gant ar skolioù, ar skolajoù hag al lise. Profoù kaer a vez ordin a vloaz da vloaz : ur veaj ur sizhunvezh pad en Iwerzhon, Bro-Spagn pe Bro-Saoz gant Brittany Ferries. Rannet e vez ar gounidoù e div lodenn : an hanter evit ar skol hag an hanter all evit ar rouedad. Gant an arc’hant-se e c’hell ar rouedad arc’hantaouiñ gopr ur skolaer, gant ar c’hargoù, na vez ket paet gant an Deskadurezh-Stad.

Abaoe 1981 e vez embannet bep bloaz deiziadur Diwan. Bep bloaz, gant ur galv da raktresoù e vez fiziet krouiñ an deiziadur en unan eus ar skolioù. Moullet e vez e Breizh ha gwerzhet e vez 10 € an tamm. An hanter eus ar sammad-se a ya d’ar skol he deus gwerzhet anezhañ. Er bloavezhioù paset eo bet krouet an deiziadur gant : Plougastell-Daoulaz (2020), An Alre (2019), Naoned (2018), Plabenneg (2017), Brest (2016), Plogastel-Sant-Jermen (2015), Sant-Nazer (2014)…

Gerioù-alc'hwez stag : buhez ar gevredigezh   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Taol-grenn "Penaos gwareziñ ar c'helenn dre soubidigezh ?"

Un daol-grenn digor d'an holl a vo aozet disadorn (16/03 - 9e15-12e) e Sal an Astrolab (straed Vincent Jezekel, Ar Releg-Kerhuon) da...

Ur c'houskva nevez evit skolaj Diwan Kemper !

D'ar Yaou 15 a viz C'hwevrer 'oa bet votet gant kuzul kumuniezh Kemper Breizh izel (a unvouezh !) evit reiñ savadur Ti ar Brug (EHPAD...

Digoradur un hentenn AEPA e Lise Diwan Karaez e miz Gwengolo 2024

Bak micherel Buheziñ evit ar vugale hag an dud kozh (BP AEPA). Stummadur 3 bloaz.

An holl bennadoù war an tem-mañ