Darempred

Degemer > Petra nevez ? > dilennadegoù-kêr 2026
HB2_2026_01_05_Bandell_lechienn_dilennadegou_Diwan

Dilennadegoù-kêr 2026

Ha bremañ, petra 'vo graet ?

24/01/2026

Lire cet article en français

Da geñver an dilennadegoù-kêr en deus Kevread Diwan embannet ur c’houlennaoueg diwar-benn ar c’helenn dre soubidigezh e brezhoneg ha diwar-benn plas ar yezh er politikerezh-kêr. Kinniget eo bet d’an holl listennoù war ar renk war-bouez re an tu dehoù pellañ.

Ar pal a oa dastum engouestloù resis a c’haller gwiriañ hag a glot gant tachennoù plediñ ar c’humunioù hag an etrekumunelezhiioù, peurgetket.

Gallout a ra an dilennerien mont war lec’hienn internet Diwan evit kaout elfennoù devoudel a-raok votiñ.

Kas a ra soñj Kevread Diwan d’an holl eo liammet e ziorren gant divizoù lec’hel evit un darn hag eo dazont ar brezhoneg afer an holl.

Evit klozañ e embann Kevread Diwan c’hoazh n’eo ket e zalc’h strollad ebet, na prederouriel, na kredennel, na politikel na sindikadel h.a, ha kement-se diouzh e garta embannet e 1977.

Lenn an dielfennadur :

​https://www.diwan.bzh/br/reponses-au-questionnaire-diwan-au-1er-mars-2026

Taolenn glok ar respontoù amañ

Gerioù-alc'hwez stag : 2026    Municipales    Questionnaire    Dilennadegoù    goulennaoueg   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Devezh Degemer Diwan

Deuit da gejañ ouzhomp d'an 21 a viz Du 2026 e Roazhon ! Digor eo da holl izili ar c'hevread (implijidi, kerent, tud a-youl vat...)

Kemennadenn a-berzh Kuzul merañ Diwan

Kengalv d'un emvod meur dreistordinal

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Merc'her 30 a viz Gwengolo e vo aozet e vizio Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù en un doare ledanaet da holl izili Diwan...

An holl bennadoù war an tem-mañ