Darempred

Degemer > Dibab ar soubidigezh > Petra eo ar soubidigezh ? > er skol kentañ derez
skol-diwan-kemperle-babig-selaou
©Ronan Le Pennec

Ar soubidigezh er c’hentañ derez

Div yezh, daou deñzor

Lire cet article en français

Kregiñ a ra ar skol kentañ derez gant klas ar re vihan er skol vamm ha betek ar c’hlas 5 (CM2). Kerkent hag ar skol-vamm ez a ar skolaerien nemet e brezhoneg ganto, pep hini o vont diouzh e lusk etrezek an divyezhegezh. Er c’hentañ derez, ez eo boemus deskiñ lenn ha skrivañ kenkoulz e brezhoneg hag er yezhoù all.

Karg ar skoazeller·ez v·mamm

Emañ ar skoazeller·ez v·mamm e-barzh ar skipailh pedagogiezh : « Evit ar re vihan, pouezus eo klevout komz brezhoneg e kement degouezh ha dreist-holl e re na sell ket ouzh ar c’helenn (privezioù, porzh, mantell, boubou, glac’haroù…. Kaout meur a vrezhoneger a c’hello ar re vihan goulenn sikour diganto a zo pouezus. Lakaet e vint da dud a fiziañs gant ar vugale, a lavar Phil Le Lay, kenurzhier pedagogel ar c'hentañ derez. Ouzphenn se, dre ma n’int ket karget da briziañ al labour emaint aze evit frealziñ kentoc’h, ar pezh a gont evel just. »

Deskiñ lenn

« Ne noazomp ket ouzh ar galleg peogwir eo ar vugale lorc’h enno mestroniañ, n’eo ket un deñzor pe daou ma‘ z eo an div yezh, a lavar Kristina Jégou, kelennerez e Diwan eus 1978 da 2019. Ar soubidigezh a laka kempouez etre ar galleg hag ar brezhoneg, lakaet int er memes live. Gouzout a rit, ne zesker ket lenn e brezhoneg ha da heul e galleg. Deskiñ a reer lenn ur wech nemetken hag e fin ar CP, klas ma kelennan, e oar an holl vugale lenn an div yezh en hevelep doare. Soñjal a reomp eo gwelloc’h kregiñ gant ar brezhoneg pa n’eo ket ur yezh ken komzet hag ar galleg er vuhez. »

> Da lenn atersadenn glok Kristina Jegou en Télégramme

Heuliet vez programmoù ofisiel an Deskadurezh Stad er skolioù Diwan. Ur wech desket gant ar vugale ur meizad pe un teknik nevez dre ar brezhoneg, n’o deus ket ezhomm adober an hevelep labour e galleg. Implij a reont ar barregezhioù nevez-mañ betek bezañ ken barrek e galleg hag e brezhoneg.

Ma n’eo ket heñvel al lusk araokadur hag en ur c’hlas unyezhek e tiskouez ar priziadennoù aozet gant an Deskadurezh Stad e tap skolidi Diwan disoc’hoù reizh e-keñver ar pezh a vez gortozet ganto e fin ar CM2.

Spletoù an divyezhegezh abred

E miz Meurzh 2018, da geñver ar c’hendalc’h aozet e Kemper gant Kelenn evit 40 vloaz ar rouedad he doa ar bsikoyezhoniourez Ranka Bujeljac-Babić​ kinniget spletoù an divyezhegezh abred. Skrivet he deus al levr « Ar bugel divyezhek – Eus ar bugaleaj bihan d’ar skol » (Odile Jacob, 2017)

« Kerkent ha bet ganet e oar ar babig disheñvelaat ar yezhoù ! Diouzhtu e krog ar babig da zeskiñ pa vez e darempred gant ar gomzerien, tra ma ‘z eo gant an deskiñ e vez desket ar yezhadur, ar c’heriaoueg ha kement zo. Aze eo gwikefreoù all a zo lakaet da dalvezout.

« Spletoù anaoudel a zo gant an divyezhegezh. Kizidikoc’h eo ar vugale. Lemmoc’h eo ho spered hag ar pezhioù-mañ a zeu abretoc’h eget ar re unyezhek. Ne dalv ket eo speredegoc’h ar vugale divyezhek met ar fed da dremen eus ur yezh d’eben a ra d’an empenn bezañ lemmoc’h. Techet eo ar vugale divyezhek da vont war-zu ar yezhoù all ha barrekoc’h e vint evit deskiñ un drede yezh. Mestroniañ div yezh zo mat evit digeriñ e spered d’ar yezhoù all.

« Un dra digomprenus zo : broudet e vez an divyezhegezh gant ar saozneg, an alemaneg, ar spagnoleg... ha war un dro e vez didalvoudekaet ar yezhoù lakaet da yezhoù minorelezet : ar wolof, an tamoul, an arabeg, ar portugaleg, ar brezhoneg… Hollvedel eo va soñj : kement yezh kollet a zo ur c’holl evit Mab-Den. »

Gerioù-alc'hwez stag : soubidigezh    kentañ derez    skol vamm    divyezhegezh   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Taol-grenn "Penaos gwareziñ ar c'helenn dre soubidigezh ?"

Un daol-grenn digor d'an holl a vo aozet disadorn (16/03 - 9e15-12e) e Sal an Astrolab (straed Vincent Jezekel, Ar Releg-Kerhuon) da...

Ur c'houskva nevez evit skolaj Diwan Kemper !

D'ar Yaou 15 a viz C'hwevrer 'oa bet votet gant kuzul kumuniezh Kemper Breizh izel (a unvouezh !) evit reiñ savadur Ti ar Brug (EHPAD...

Digoradur un hentenn AEPA e Lise Diwan Karaez e miz Gwengolo 2024

Bak micherel Buheziñ evit ar vugale hag an dud kozh (BP AEPA). Stummadur 3 bloaz.

An holl bennadoù war an tem-mañ