Darempred

Degemer > Bezañ tad pe vamm ur skoliad·ez > Piv 'zo piv ? Piv 'ra petra ? > Ar c'huzul skol

Ar c’huzul skol : parlamant ar skol

Lire cet article en français

Parlamant ar skol eo ar c’huzul skol. Diazezet eo e mont-en-dro war reolennoù al lezenn, ur benveg eskemm ha divizout dispar eo ivez. Ar pezh ‘zo kizidig er skolioù Diwan a zo pas meskañ ar framm gant ar KDS. Met da heul ar pennad-mañ e vo sklaer pep tra avat !

> Evit ar c’huzul skolaj pe lise en eil derez, klikit amañ !

Un nebeud sizhunvezhioù goude an distro-skol e krog bep bloaz dilennadegoù an dileuridi er c’huzul skol. Ar rener·ez eo en deus da aozañ an dilennadegoù diazezet war listenn an tadoù ha mammoù skolidi. E pep klas e vez dilennet gant tud ar vugale, a vouezh kuzh, un dileuriad·ez hag un eil-dileuriad·ez. Roll pennañ ar c’huzul skol a zo :

  • votiñ reolenn diabarzh ar skol
  • reiñ e ali war mont-en-dro ar skol evit pezh a sell ouzh buhez ar skol (degemer mat bugale ampechet, obererezhioù ha servijoù tro skol, obererezhioù pedagogel, implij ar budjed, labourioù…)

An dud a gemer perzh hag a vot er c’huzul skol :

  • ar rener·ez skol, prezidant·ez ar c’huzul skol,
  • ar skipailh pedagogel,
  • un dileuriad·ez an implijidi nann gelennerien, dilennet gant e genseurted,
  • un tad pe ur vamm evit pep klas.

An dud a zo pedet d’an emvodoù, hep ar gwir da votiñ :

  • prezidant·ez ar KDP pe e·he dileuriad·ez,
  • ur c’henurzhier·ez pedagogel kentañ derez Diwan,
  • eil dileuridi an tadoù ha mammoù.

A c’hell ivez bezañ pedet, hep ar gwir da votiñ :

  • skolidi dilennidi ar c’hlasoù,
  • tud e anv frammoù lec’hel o plediñ gant yec’hed ar skolidi,
  • tud e anv frammoù sport ha / pe sevenadur lec’hel.

Aliet e vez ivez pediñ da bep emvod, hep ar gwir da votiñ :

  • enseller·ez lec’hel an Deskadurezh-Stad (EDS) eus ar bastell-vro,
  • maer·ez ar gumun lec’h m’eo staliet ar skol pe dileuriad·ez an ti-kêr,
  • maer·ez ar c’humunioù lec’h m’emañ o chom ouzhpenn dek skoliad eus ar skol.

Bodet e vez ar c’huzul skol da nebeutañ ur wech bep trimiziad, er skol, diavaez an eurvezhioù klas d’ur mare hag a glot gant labour tud ar vugale. Teir sizhun a-raok devezh an emvod, ar rener·ez a sav ur roll labour divyezhek hag a vez skignet d’an holl perzhidi : familhoù, implijidi, skolaerien. An dileuridi o deus pemzektez evit ouzhpennañ war ar roll labour elfennoù degaset ganto, pe goulennet gant ar familhoù. Ar roll labour da vat a vo kaset gant ur bedadenn d’an holl perzhidi, da nebeutañ eizhtez a-raok an emvod.

Rentañ-kont an emvod a vo savet gant sekretour·ez an emvod hag ar rener·ez. Skignet e vo d’ar familhoù ha kaset d'ar genurzhierien bedagogel kentañ derez Diwan.

Ma ne vefe ket sklaer a-walc’h evidoc’h, e c’hellit mont da welet an dielloù da heul, goulennata dileuridi ho skol pe kas ur postel da demat@diwan.bzh !

Mont en dro ar c'huzul skol dre ar munut war Eduscol

Ar c'huzul skol, testenn diabarzh Diwan, votet e 2000, renevezet e 2005 (intranet)

“Ur benveg efedus” eme Phil Le Lay

"Ar c’huzul skol a ro an tu da gendivizoù ha da wellaat an darempredoù etre ar familhoù hag ar skipailh pedagogel. Ur benveg efedus eo evit kas war-raok buhez pedagogel ar skol. Reiñ a ra ivez an tu d’an holl kemer perzh e buhez ar skol hag er mont-en-dro o tastum ali pep hini evit gellout divizout a-stroll. E Diwan an darempredoù dibar etre ar skolaerien, an implijidi nann gelenner hag ar gerent a zo pozitivel hag un nerzh lusked."

Gerioù-alc'hwez stag : kentañ derez   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Mathilde Lahogue, renerez nevez ar rouedad Diwan

Gant Diwan ez eus ur gwel ha talvoudegezhioù a glot don gant va emouestloù. Ur raktres a-stroll evit ar brezhoneg eo ha kendrec’het...

Devezh eskemm d'ar Sadorn 30 a viz Du

Gellout a ra holl izili ar rouedad kemer perzh en devezh-mañ : kerent, gopridi·adezed, AEPoù, kuzulioù skoazell, …

Devezh pedagogiezh 2024

D’an 12/11 eo en em vodet skipailhoù pedagogel Diwan en hor 6 skolaj e Breizh a-bezh.

An holl bennadoù war an tem-mañ