Darempred

Degemer > Bezañ tad pe vamm ur skoliad·ez > Penaos ambroug ma bugel ? > Testennioù tud ar vugale

Testenniou tud ar vugale

Lire cet article en français

Dibabet o deus Diwan evit o bugale. Evit degas yezh ha sevenadur Breizh dezho. Evit kinnig dezho mestroniañ div yezh war an abred. Evit m’o do ur skoliata diouzh ar gwellañ. Mil abeg mat hag unan zo. Setu amañ testenioù gant tud skolidi.

Diwan, un efed pozitivel war ar familh

Nolwenn Galeron, mamm daou vugel skoliataet e skol Diwan Plougastell-Daoulaz. « Seizh vloaz eo va mab Telo hag erru eo e skol Diwan daou vloaz zo. A-raok e oa ur paotr lent. Vat he deus graet dezhañ ar skol Diwan evit an darempredoù dre gomz ha kaout muioc’h a fiziañs ennañ, en em zispaket eo. En em gavet eo en ur c’hlas lieslive ha mat en deus graet dezhañ : ar re vras a sikour ar re vihan hag ar re yaouank a gemer skouer diouzh ar re vras, pedagogel eo. Kavout a ran eo va mab un tamm mat digor gant e vignoned ha gant e familh hag e dud kozh ivez. Lorc’h ennañ eo pa implij e varregezhioù e brezhoneg ha plijadur en deus o tiskouez ar pezh en deus desket e-pad an devezh. Kavet en deus e blas da vat. »

> Lenn a bezh atersadenn Nolwenn Galeron

Ober gant ar brezhoneg er vuhez pemdeziek

Gwenaël Cissou, tad daou vugel skoliataet e skol Diwan An Oriant. « Hep komz brezhoneg e c’hellomp ober gantañ evelkent er vuhez pemdeziek, pe gant gerioù simpl evel « Noz vad », « Mar plij », devezhioù ar sizhun… Pe gant ostilhoù divorfilañ : levrioù e brezhoneg hon eus ha lenn a reer istorioù asambles diouzh an noz. Ur prantad fentus eo etrezomp : lenn a ran e brezhoneg, pezh a ra da Thibaud c’hoarzhin dre ma ne zistagan ket mat. Neuze e lennomp mat en-dro asambles ‘pezh a ra ur pleustradenn a-zoare evidomp. Mont a reomp ivez war al lec’hienn Korn ar vugale hag aze e c’hellont deskiñ brezhoneg en un doare dudius. »

> Lenn a bezh atersadenn Gwenaël Cissou

Diouzh lusk ar bugel

Amandine Louerat, mamm daou vugel skoliataet e skol Diwan Sant-Ervlan. « Tom, 5 bloaz, en deus diskouezet diouzhtu bezañ troet gant ar yezh rak degaset e veze diouzh e live : doujet e vez da lusk pep bugel gant ar c’helenn e Diwan. Ne c’houlenner ket kement-ha-kement digant an holl vugale, damantus e vezer dezho, a gav din. Digarez am eus bet da ambroug ar c’hlasad evit abadennoù zo ha merzhet em eus bet ne vez morse lakaet ar vugale tal-ouzh-tal ouzh o diaesterioù o-unan, kentoc’h e vez kemeret harp war barregezh pep hini evit mont war-raok. Dinec’het on bet ivez o welet e c’hall ar vugale ezteurel er yezh a garont pa vezont glac’haret bras pe p’o dez un dra pouezus-tre da zisklêriañ. Brav e vez graet war-dro ar barradoù aon bihan pe anken, ne vez ket lezet an traoù-se a-gostez. »

Gerioù-alc'hwez stag : tud ar vugale   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Taol-grenn "Penaos gwareziñ ar c'helenn dre soubidigezh ?"

Un daol-grenn digor d'an holl a vo aozet disadorn (16/03 - 9e15-12e) e Sal an Astrolab (straed Vincent Jezekel, Ar Releg-Kerhuon) da...

Ur c'houskva nevez evit skolaj Diwan Kemper !

D'ar Yaou 15 a viz C'hwevrer 'oa bet votet gant kuzul kumuniezh Kemper Breizh izel (a unvouezh !) evit reiñ savadur Ti ar Brug (EHPAD...

Digoradur un hentenn AEPA e Lise Diwan Karaez e miz Gwengolo 2024

Bak micherel Buheziñ evit ar vugale hag an dud kozh (BP AEPA). Stummadur 3 bloaz.

An holl bennadoù war an tem-mañ