Darempred

Degemer > Bezañ den-kar ur skoliad·ez > Penaos ambroug ma bugel ? > brezhoneg er gêr
Rosalie_o_lenn_7467
©Thierry Jeandot

Brezhoneg er gêr

Ar brezhoneg raktal deoc’h

24/01/2018

Lire cet article en français

C’hoant ho peus da lakaat brezhoneg er gêr met n’ouzoc’h gant peseurt penn kregiñ ? Emaomp o vont da heñchañ ac’hanoc’h.

Evit astenn ar soubidigezh e brezhoneg a vez er skol e c’hall an dud tro-dro d’ar vugale reiñ digarezioù ouzhpenn dezho da ober gant ar brezhoneg.  Ar mennozh pennañ eo pikañ o c’huriusted ha degas c’hoant dezho. Hag ober m’o do plijadur gant ar yezh !

> LENN > SELAOU & KANAÑ > C’HOARI > SELLOUT OUZH AR SKRAMM

Aliesoc’h-alies e vez divizet gant kerent yaouank zo deskiñ brezhoneg pa grog skoliadur o bugale. Kempoell eo an diviz ha da-heul e vo pinvidikoc’h buhez an tiegezh. Gant DAO (Deskiñ d’an oadourien), kevredad an aozadurioù deskiñ brezhoneg evit an dud gour, o do alioù fur.

Lod eus tud ar vugale a vourro gant levrioù pleustrek, hag a implijo anezho evel ma reer gant levrioù keginañ : 

Talvoudus e vez atav kaout ur geriadur brezhoneg pe brezhoneg-galleg e-kichen geriadur Larousse pe Robert. Gant meur a embanner e c’haller kaout anezho : al Liamm, an Here, Palantines, Skol Vreizh, Yoran.

Setu ar bihanig gant e vloavezh-skol kentañ hag e karfe deoc’h e vefe en ti lod eus an traoù eo boas da welet er skol. E-touez al levrioù anavezet mat emañ ar skeudennaoueg Mes mille premiers mots en bretonul levr gwevn e c’holo hag a servijo ivez d’ar gerent da glokaat o geriaoueg.

Ar pladennoù rimadelloù a zeuio dindan un nebeud sizhunvezhioù da vezañ lod eus buhez ar re vihan, ha mouskanet e vint ganto a-hed o buhez.

Evit gouzout diouzh an embannadurioù diwezhañ sellit ouzh "korn tud ar vugale " er blog webklas.

Prest oc’h ? Krogit !

Dielloù

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

An holl bennadoù war an tem-mañ