Darempred

Degemer > Skoazellañ Diwan > e penn un embregerezh on
Mousqueton Baod
Gant kuzul skoazell skol Baod eo bet gwerzhet dilhad profet gant Mousqueton. ©Diwan Baod

Skoazellañ Diwan ha c’hwi penn embregerezh

Lire cet article en français

Ingal, ha distorlok alies-mat, e vez degaset skoazell d’ar skolioù Diwan gant embregerezhioù bihan hag etre. Trawalc’h teurel ur sell ouzh skritelloù ar festoù-noz da welet o embannoù bruderezh. Nevez zo ez eus bet kinniget d’ar skolioù ur brav a gevelerezh gant an dilhad Mousqueton (Pleskop) ha gant Breserezh penn ar bed (Terenez).

E-skeud 40 vet deiz-ha-bloaz ar rouedad e oa deuet ar mennozh gant Kuzul skoazell skol ar Faou lakaat ur bier nevez war ar marc’had dre gevelerezh gant Breserezh penn ar bed e Terenez. Priziet eo bet ar bier goularz-se gant ur vedalenn aour da-geñver konkour Breizh ar bieroù e 2018 hag a-drugarez d’an dra-se en deus bet ar c’homite 2600 € gant an embregerezh bihan hep kontañ ar pezh zo bet gounezet  gant ar skol o werzhañ war-eeun (400 €) ha gant an nozvezh reiñ lañs (2000 €). Un taol brav evit ar c’homite skoazell hag an embregerezh.

 

Pa vez gwisket Diwan gant Mousqueton

Bloaz war-lerc’h eo gant an embregerezh Mousqueton e oa kinniget e skoazell dre reiñ 2203 pezh dilhad nevez d’ar rouedad ; gant an embregerezh-se, bet krouet e 2003, ez eus un ugent bennak a c’hopridi e Pleskop. « Diwan zo un arouez eus Breizh ha brav eo ar skeudenn stag outañ, eme Pascal Opsomer, patron Mousqueton. Kalzik e vez klasket war-lerc’h hor skoazell met ezhomm sikour en deus Diwan ha gwelloc’h ganeomp reiñ ar stokoù d’ar skolioù eget d’ur stal bil werzhañ. Ur blijadur eo din ha Diwan zo rekouret. Setu ne oa ket a zaou. » Mac’hat-mat eo bet gwerzhet an dilhad gant ar c’homite skoazell. A-drugarez d’ar c’hinnig-se o deus prenet ar familhoù dilhad martoloded livet flamm izel briz hag an arc’hant gounezet zo bet ur rekour evit mont-en-dro pemdez ar skolioù. 

Kevelerezhioù a-zoare

Evit aesaat ar c’hevelerezhioù pe ar mesenerezh gant ar rouedad pe ur c’homite skoazell ez eus bet validet gant emvod-meur Diwan e miz Ebrel 2008 un destenn da reoliañ an darempred etre Diwan hag an embregerezhioù. Skoemp eo an afer : dleet eo d’ar skol bezañ ul lec’h dizalc’h diouzh ar bruderezh ha ne c’hall ket an embregerezhioù kaout krog war ar gelennadurezh. 

Gant an destenn-se neuze e c’haller empennañ kevelerezhioù a-zoare etre un embregerezh hag ar rouedad pe ur c’homite skoazell. N’eus forzh penaos e ranko an darempredoù-se en em reizhañ ouzh karta ar rouedad ha reoliet e vo pep kevelerezh gant un emglev.

Hag an taos deskardiñ ?

A-wechoù e fell d’an embregerezhioù skoazellañ Diwan dre an taos deskardiñ hag a ya d’ar skolioù micher pe teknologiezh, evel ma’z eo ar greizenn stummañ kelennerien Kelenn. Abaoe pell e klaske Kelenn ha Diwan bezañ aotreet d'e zegemer ha deuet int a-benn e 2023 evit ar Master MEEF-EBI, ar stummadur evit danvez skolaerien ha skolaerezed ar skolioù Diwan. Posubl eo eta reiñ peurrest an taos deskardiñ da gKelenn war ar savenn SOLTéA.

Da echuiñ, evit bezañ reizh ouzh al lezennadur o ren hag ouzh e dalvoudoù, ne implij Diwan darempredoù an izili a-youl vat hag ar c’hopridi nemet evit an daremprediñ hag ar c’helaouiñ diabarzh ha ne vezont morse roet d’un embregerezh pe d’un aozadur diavaez.

Goulennoù da sevel ?

E karg un embregerezh emaoc’h ha c’hoant ho peus da ginnig skoazell ? Deuit e darempred ganeomp hag e voc’h daveet d’an dud karget eus ar gefridi-se.

> demat[at]diwan.bzh, 02 98 21 33 69

 

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Mathilde Lahogue, renerez nevez ar rouedad Diwan

Gant Diwan ez eus ur gwel ha talvoudegezhioù a glot don gant va emouestloù. Ur raktres a-stroll evit ar brezhoneg eo ha kendrec’het...

Devezh eskemm d'ar Sadorn 30 a viz Du

Gellout a ra holl izili ar rouedad kemer perzh en devezh-mañ : kerent, gopridi·adezed, AEPoù, kuzulioù skoazell, …

Devezh pedagogiezh 2024

D’an 12/11 eo en em vodet skipailhoù pedagogel Diwan en hor 6 skolaj e Breizh a-bezh.

An holl bennadoù war an tem-mañ