Darempred

Degemer > Skoazellañ Diwan > Kemer perzh e darvoudoù ar rouedad
kendalch2017_congres2017_IMG_4525

Kemer a ran perzh e buhez ar rouedad

Lire cet article en français

Ezel oberiant ur skol, ur skolaj pe ul lise oc’h hag e fell deoc’h kemer perzh muioc’h e buhez ar rouedad.

« Ni zo Diwan ! » A live lec’hel pe a live ar rouedad eo engouestl an izili a grou an nerzh, an ijin hag ar c’hengred. Evit kemer perzh a live ar rouedad ez eus meur a zoare :

  • en em stummañ da boent an devezh eskemm, a vez aozet ur wech ar bloaz, ur Sadorn pe ur Sul, e fin miz Du (tro an 20 alies) evit an dud a-youl vat,
  • kemer perzh en emvod-meur pe er c’hendalc’h (a bep eil a vloaz da vloaz) e dibenn miz Ebrel,
  • kemer perzh e kuzul ar skolioù, skolajoù ha liseoù, ma ‘z oc’h prezidant·ez pe rener·ez (tri sadorn vintin dre vloaz, e miz Gwengolo, e miz Genver hag e miz Even),
  • kemer perzh e strolladoù labour lusket gant izili ar c’huzul-merañ,
  • dont da vezañ ezel ar c’huzul-merañ, o vezañ dilennet da boent ar c’hendalc’h pe ken dibabet diwezhatoc’h.
Gerioù-alc'hwez stag : buhez ar gevredigezh   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

An holl bennadoù war an tem-mañ