Darempred

Degemer > Dibab Diwan > Labourat e Diwan > kelenn, ar greizenn stummañ
kelenn_kelenn

Kelenn

Stummadurioù evit ar c’helenn divyezhek dre soubidigezh

Lire cet article en français

Kelenn, e Kemper, eo kreizenn stummañ kelennerien Diwan. Dindan gevrat emañ gant INSPE Breizh ha skolioù meur Roazhon 2 ha Brest. Stummet vez ar studierien evit mont da gelenner er c’hentañ pe en eil derez derez hag evit tremen ar genstrivadeg kelenner ar skolioù. Kinniget e vez ivez ur stummadur evit bezañ divyezhek ha mont war zu micherioù ar c’helenn.

Stummadurioù evit kelenn er c’hentañ derez

Bep bloaz e Kelenn e vez stummet un ugent studier bennak eus ar master MEEF-EBI (Micherioù ar c’helenn, an desevel hag ar stummadur – Kelenn divyezhek dre soubidigezh) evit kelenn dre soubidigezh en unan eus ar 46 skol Diwan. « Evit an dud un diplom bak +3 ganto o komz brezhoneg hag o skrivañ madik a-walc’h evit heuliañ ar stummadur e brezhoneg eo » a zispleg Patricia Chorlay-Henot, kenurzhierez pedagogiezh ar c’hentañ derez, e karg eus ar stummadur. Er bloavezh kentañ e vez prientet ar genstrivadeg kelennerien ar skolioù “yezhoù rannvro” gant ar studierien. Rannet vez an eil bloavezh e daou brantad : ur prantad evel kelenner stajiad e karg eus ur c’hlas hag ur prantad all er greizenn stummañ.

« Gant ar stummadur-mañ e vez kavet ur post diouzhtu, a zikler Anna-Vari Chapalain, renerez Diwan. Gant hor c’hresk ingal e c’heller kinnig ur post d’ar pemzek danvez skolaer eil bloavezh. Goude bezañ bet gwiriekaet o stummadur e kinnigomp ur gevrat didermen dezho e Diwan. Gellout a reont ivez bezañ titlet gant an Deskadurezh Stad war ur post e Diwan gant ma vo tapet ar genstrivadeg ganto. » Kemeret eo koust ar stummadur e karg gant Diwan ha posupl eo d’ar studierien goulenn ar yalc’had « Skoazell » lakaet e pleustr gant kuzul rannvro Breizh.

> Da lenn testeni Goulc’hen Bijer, skolaer e Brest bremañ

En eil derez : ur stummadur dibar

Gant ur statud stajiad·ez 1 ha 2 e-kerzh an daou vloavezh kentañ emañ kelennerien yaouank an eil derez war ur post er skolajoù hag el lise. Heuliañ a reont stummadurioù war un dro ha pep hini zo ambrouget gant un hencher·ez, ur g·c’helenner·ez skiant-prenet gantañ·i en hevelep danvez. Daou bal zo gant ar stummadur-mañ renet gant Morwenna Jenkin : kelenn ha prientiñ ar c’henstrivadegoù CAFEP ha CAPES.

Ur stummadur brezhoneg

Kinniget e vez ivez e Kelenn ur stummadur yezh 9 miz d’an dud a ya war zu micherioù ar c’helenn divyezhek brezhoneg-galleg er c’hentañ pe eil derez, met hep kaout al live ret e brezhoneg. Posupl eo kaout skoazell arc’hant ar rannvro Breizh Desk.

> Da lenn testeni Yvan an Nedeleg, skolaer e Kastell-Paol bremañ

> Da lenn testeni Stéphanie Lalet, studierez e Kelenn e 2019

Erfin e vez kinniget stummadur dibaouez kelennerien ar c’hentañ hag an eil derez e Kelenn e kevelerezh gant servijoù pedagogiezh Diwan.

Kelenn a zo e-barzh Emsavadur uhel yezhoù Republik Bro C’hall (ISLRF). Bodet emañ enni kreizennoù stummañ pemp rouedad kelenn dre soubidigezh abaoe 1996.

Evit gouzout hiroc’h +

www.kelenn.bzh

Dorioù digor e miz C'hwevrer

Saloñsoù studierien : Azimut e Brest, Sup’Armor e Sant-Brieg hag Info'Sup e Pondi

Lakait o anv dre bostel  kentan.derez@diwan.bzh pe pellgomzit d’ar 02 98 21 34 95 (sekretouriezh Diwan) pe kelenn@kelenn.bzh d’ar 02 98 95 55 99 (sekretouriezh Kelenn) evit gouzout hiroc’h.

Gerioù-alc'hwez stag : stummadur    kelenn   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Mathilde Lahogue, renerez nevez ar rouedad Diwan

Gant Diwan ez eus ur gwel ha talvoudegezhioù a glot don gant va emouestloù. Ur raktres a-stroll evit ar brezhoneg eo ha kendrec’het...

Devezh eskemm d'ar Sadorn 30 a viz Du

Gellout a ra holl izili ar rouedad kemer perzh en devezh-mañ : kerent, gopridi·adezed, AEPoù, kuzulioù skoazell, …

Devezh pedagogiezh 2024

D’an 12/11 eo en em vodet skipailhoù pedagogel Diwan en hor 6 skolaj e Breizh a-bezh.

An holl bennadoù war an tem-mañ