Darempred

Degemer > Dibab ar soubidigezh > Ar yezhoù er skol > Ar brezhoneg
skol_Roazhon1Skol_RoazhnCM2

Ar brezhoneg

Treuzkas yezh ar vro

Lire cet article en français

E Diwan e vez kelennet e brezhoneg an holl zanvezioù nemet ar yezhoù, met bez’ ez eo ivez yezh an eskemmoù, ar c’hejadennoù hag ar c’hoarioù. Yezh pennañ ar c’helenn hag ar vuhez er skol eo ar brezhoneg eta. Netra souezhus pa ‘z eo yezh ar vro.

Yezh vevañ ha sevenadur e Breizh

Treuzkas ar brezhoneg evel ur benveg kelenn setu pennaenn Diwan. Hor skolidi az a da gomzerien brezhoneger ha kejañ a reont etrezo e brezhoneg evit lakaat ar yezh-mañ da vevañ.  

Ma vez lakaet ar yezh da yezh kelenn e kreñver ar brezhoneg evel yezh veo. Un dibab eo da gentañ an divyezhegezh brezhoneg galleg evit treuzkas dre ar yezh hor glad sevenadurel d’ar rummadoù nevez

« Bezañ stag en-dro ouzh e wrizioù eo, a lavar Armelle Helou, mamm ur skoliad e skol-vamm Baod (Morbihan). Digor eo hor mab war sevenadur Breizh ha se n’hon dije ket gellet degas dezhañ morvat ma ne vije ket bet e Diwan. Ur gwir c’hounid eo evit digeriñ e spered ha dizoleiñ. »

  > Lenn testeni Armelle Hellou, mamm ur paotrig 4 bloaz dezhañ e Baod

Un identelezh kreñv zo gant hor bro gant he istor hag he sevenadur. Ar vugale hag a zesk brezhoneg hag a vev e Breizh a gresko en un endro a gloto gant o divyezhegezh hag o gwrizioù. Evit gwir, bev eo ar brezhoneg tro-dro d’ar vugale gant brezhonegerien all, anvioù lec’h ha familh met ivez gant an holl draoù produet e brezhoneg : sonerezh, lennegezh, pezhioù c’hoari, mediaoù, abadennoù skinwel…

> Lenn ar pennad Brezhoneg er gêr

Diorren a ra ar brezhoneg ar barregezhioù yezh

Gant ar brezhoneg e c’hello ar vugale tapout barregezhioù yezh n’emaint ket gant ar skolidi unyezhek. Ur bazenn gentañ eo ar brezhoneg etrezek al liesyezhegezh. Pa vez kelennet e brezhoneg hag e galleg war un dro ez eus un endro mat tro-dro ar vugale ha kalz a efedoù pozitivel az a da heul. Abretoc’h e vestronio ar yezhoù all evel ma lavar ar yezhoniour Claude Hagège :

« Deskiñ abred ur yezh rannvro a vroudo ar vugale da zeskiñ yezhoù estren. Gant se e vo ar vugale liesyezhek-mañ Europeaned an dazont. [Er c’hontrol], ar saozneg, gant e statud yezh hollvedel, a zo ur skoilh evit deskiñ yezhoù all. »

E gwrionez ez aio an divyezhegezh gwelloc’h en-dro ma vez implijet yezhoù gwriziennet tost d’ar vugale evel ar yezhoù rannvro. Mont a raio en-dro eta gant ar vugaligoù dre ma ‘z int tost da yezh-mañ.

Ouzhpenn da se ez eo ar brezhoneg ur benveg deskiñ a-zoare dre m’emañ kalz a sonioù disheñvel gantañ. « Pinvidik eo ar brezhoneg e-keñver ar rannyezhoù, a zispleg Phil Le Lay, kenurzhier pedagogiezh an eil derez. A-wechoù e c’hell bezañ disheñvelded en doare da gomz, gant tonioù disheñvel, pa n’eus ket an hevelep pouez-mouezh etre ar skolaer·ez hag ar skoazeller·ez lakaomp. Ha se a blij d’ar vugale. »

Neuze e klev ar skolidi doareoù disheñvel da gomz. Pinvidikaat a ra o meizerezh yezh ha gant-se e c’hellont kejañ muioc’h c’hoazh ha broudañ a ra o c’hoant da anavezout an traoù kerkent hag erru er skol-vamm.

Breizh : Muioc’h muiañ a familhoù a-du gant divyezhegezh ar c'helenn

Lakaet eo war-vel er studiadenn sokioyezhel kaset gant an ensavadur TMO Rannvroioù evit kuzul rannvro Breizh ez eus un interest kreñv evit ar brezhoneg : tri-c’hard eus an dud aterset a fell dezho e vefe desket muioc’h a vrezhoneg er skol. Un drederenn anezho a fell dezho lakaat o bugale da zeskiñ brezhoneg ha niverusoc’h int c’hoazh e-touez ar re yaouank 15-24 vloaz dezho. Un dra vat eo evit an dazont. Kadarnaet eo bet ivez er studiadenn perzh pouezus ar c’helenn e stummadur ar re yaouank : 90% eus ar gomzerien 15-24 dezho ha 53% eus ar gomzerien 25-39 vloaz dezho o deus desket ar brezhoneg er skol.

Ur steuñv politikerezh yezh zo gant kuzul rannvro Breizh. Bez ‘ez eus eus un teul evel se ivez e kuzul departamant Penn-ar-Bed hag e kêr Roazhon hag emañ Aodoù an Arvor o sevel unan ivez. Lakaet vez e pleustr obererezhioù en departamantoù all, e strollegezhioù lec’hel hag e kumunioù Breizh. Strivoù an holl a zo da genderc’hel c’hoazh met sinoù mat eo dija evit dazont ar brezhoneg.

Orin : Yezhoù Breizh – enklask sokioyezhel, miz Here 2018

Gerioù-alc'hwez stag : brezhoneg    divyezhegezh   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Mathilde Lahogue, renerez nevez ar rouedad Diwan

Gant Diwan ez eus ur gwel ha talvoudegezhioù a glot don gant va emouestloù. Ur raktres a-stroll evit ar brezhoneg eo ha kendrec’het...

Devezh eskemm d'ar Sadorn 30 a viz Du

Gellout a ra holl izili ar rouedad kemer perzh en devezh-mañ : kerent, gopridi·adezed, AEPoù, kuzulioù skoazell, …

Devezh pedagogiezh 2024

D’an 12/11 eo en em vodet skipailhoù pedagogel Diwan en hor 6 skolaj e Breizh a-bezh.

An holl bennadoù war an tem-mañ