09/10/2026
Gant ar brokusted hag an arallgarouriezh a zo eus perzhioù pennañ ar yaouankiz, n’eo ket chomet liseidi Diwan Gwened ha Karaez da sellet ouzh al luskad a zo o ren hep kemer perzh ennañ.
Evel Kevread skolioù kevredigezhel, digoust, laik, digor d’an holl hag a ginnig un deskadurezh dre soubidigezh e brezhoneg, e saludomp ar gumuniezh desavadurel a zo o stourm, e Breizh hag e lec’h all, evit gwellaat ar gwir d’an holl da gaout un deskadurezh.
Tro zo ivez gant al luskad-mañ da zegas da soñj e chom skoilhoù war hent an deskadurezh e brezhoneg, ha ret eo ober war o zro ivez kerkent ha ma c’hellomp.
Adreizh Blanquer he deus lakaet hol liseoù da vezañ nebeutoc’h desachus. Abaoe al lezenn Molac o deus ar Stad hag ar strollegezhioù lec’hel atebegezhioù ivez e-keñver brudañ, kelenn ha skignañ ar yezhoù a reer “rannvroel” anezho .
Ar c’hendiviz Stad-Rannvro, sinet e 2022, en deus anavezet kefridi servij publik Diwan. An anaoudegezh-se a rank bezañ lakaet e pleustr en darempredoù etre ar Stad, ar strollegezhioù lec’hel hag hor skolioù, skolajoù, liseoù.
Goude bezañ bet barnet e 2021 e oa an deskadurezh dre soubidigezh e brezhoneg a-enep d’ar Vonreizh, n’ eus anezhi hiziv dre ma‘z eo diazezet war ur c’helc’hlizher hepken. Goulenn a reomp gwarantoù evit ma teuio da wir da vat un deskadurezh dre soubidigezh er yezhoù a reer « rannvroel » anezho, eus ar skol-vamm betek ar vachelouriezh.
Goulenn a reomp eta ma vo digoret buan ur c’hendiviz gant an holl dud atebek e Breizh, war meur a sujed priorek :
- suraat arc’hantaouiñ ar rouedadoù kevredigezhel a ginnig un deskadurezh dre soubidigezh ;
- astenn ar gwir da dremen an arnodennoù bak ha breved e brezhoneg, yezh kelenn hor skolidi ;
- reiñ da Ziwan postoù ouzhpenn eus an Deskadurezh-Stad evit kas da benn ar c’hefridioù a genurzhiañ e ziazezadurioù, a zo dasparzhet war pemp departamant ha div akademiezh ;
- lakaat e plas e Liger-Atlantel ur c’henemglev etre ar Stad hag ar strollegezhioù lec’hel, heñvel ouzh an emglev Stad-Rannvro Breizh evit implij ha treuzkas yezhoù Breizh ;
- suraat ne vo ket lakaet e dañjer, abalamour d’ar redioù budjed, nag ar sammadoù gouestlet d’al liseoù na re lakaet evit ar brezhoneg.
Sevel a reomp a-du ivez gant kinnig-lezenn ar gannaded Molac ha Dufau, ken-sinet ganto ha gant kalz a barlamantourien evit ma vo kemmet ar Vonreizh ha ma vo anavezet da vat hor yezhoù.
Gervel a reomp al liseidi hag o familhoù, o c’helennerien hag implijidi Diwan, da zougen ar goulennoù-se e brezhoneg er stourmoù, a rank bezañ kaset a-benn hep ober droug d’an dud na freuziñ madoù.










