22/10/2026
Dalc'het e vo devezh Degemer ar c'hevread d'ar Sadorn 21 a viz Du e skol Diwan Bro Roazhon, karter ar Blon, 31 bali ar Portugal (35). Da 9e30 e vo degemeret an dud ha da 10 eur e krogo gant ar programm a c'helloc'h kavout e traoñv ar bajenn e stumm pdf.
Ha pa vefec'h tud a-youl vat, kerent nevez pe implijidi·adezed ar skolioù e c'hallit lakaat hoc'h anv. An digarez e vo d’ober anaoudegezh etre an holl re a ra Diwan, anavezhout ar gevredigezh ha sevel ho koulennoù en un aergelc'h plijus.
Adkavit amañ dindan ar programm klok gant al liamm evit lakaat hoc'h anv.
→ Amzer kejañ hag atalieroù dre strolladoù evit ambroug ac’hanoc’h : kefridioù KDP / renerezh ar skolioù, kuzulioù skoazell, skodennoù-skol, kontouriezh ar skolioù ha kempenn savadurioù an diazezadurioù (Roc’h Diwan).
Kenweturit, deuit a-stroll ! Un diwallerezh a vo evit ar vugale ha profet e vo pred kreisteiz gant ar C'hevread (Enskrivadur pred & diwallerezh a-raok ar 16/11).
Notennit an deiziad en ho teiziataer !
ENSKRIVADURIOÙ : Devezh Degemer Miz Du 2026










