Darempred

Degemer > Pennad-ge
logo_LOGO-DIWAN-01-Glas-drolinenn-wenn

Kemennadenn a-berzh Kuzul merañ Diwan

21/10/2026

Kengalv d'un emvod meur dreistordinal

Lire l'article en français

 

Da-heul emvod Kuzul-Merañ Diwan, bet dalc’het d’an 20 a viz Here 2026, e oa bet divizet chom hep dilenn ur brezidantelezh nevez a-raok ma vefe dalc’het un Emvod-Meur Dreistordinal. Dalc’het e vo an EMD-se d’ar Sadorn 14 a viz Du 2026 e Ti ar Vro Bro Gwened adalek 9e30. 

 

Ar prantad gortoz-mañ, divizet  a-ratozh, a zle reiñ tro da brederiañ war adaozañ mont en-dro ar Burev/KM hag an doare da frammañ e labour gant hini ar servijoù, evit dasparzhañ gwelloc'h ar c'hiriegezhioù ha kreñvaat mont en-dro stroll ar c'hevread. Enoret e vo an emgavioù ensavadurel raktreset.

 

Gant dilez ar Brezidantez, a drugarekaomp evit he labour er mizvezhioù tremenet hag he engouestl a-youl-vat a-bouez-bras, ha dilez daou ezel eus ar Burev un nebeud amzer a-raok, eo bet lakaet war-wel an diaezamantoù a denn d'ar c’hargoù-se. Da gentañ-holl e rank ar garg labour bras-kenañ sammet gant ar Burev bezañ digresket ha dasparzhet gwelloc'h. Ur fed eo, ha fellout a ra da Guzul-Merañ Diwan tennañ gounid eus an amzer prederiañ-se evit gwellaat ha skañvaat e mont en-dro dezhañ e-unan, dreist-holl dre an dileurierezhioù hag ar bodadoù labour tematek da greñvaat.

 

Gant ar preder-se e tleomp ivez termeniñ gwelloc'h dasparzh ar rolloù hag an atebegezhioù er c'hevread. Ne c'hell ket mont en-dro Diwan bezañ diazezet en un doare padus war engouestl brasoc'h-brasañ an dud a-youl-vat, na lakaat ar C'huzul-Merañ hag ar Burev da gemer e karg en un doare reoliek kefridioù a denn da vont en-dro boutin ar c'hevread. Ret-holl eo da atebegezhioù pep hini bezañ termenet sklaer, evit ma kenlabouro ar Burev, ar KM hag ar servijoù en un doare poellek ha kenglotus. Pep hini, diouzh e gefridi, a zle gallout kas e gargoù da benn vat, kemer an intrudu ret ha kemer perzh en ur mont en-dro a-stroll efedusoc'h ha sederoc'h.

 

Afer an holl eo Diwan : ar re o deus kemeret perzh hag ar re a gemer perzh c'hoazh en he istor, ar re en em vod hiziv-an-deiz er skolioù, er skolajoù, el liseoù, er c'hevread, an holl re a labour e Diwan, forzh pe vefe o statudoù, ar re a skoazell Diwan o reiñ arc'hant dre donezonoù ha legadoù, ha dreist-holl ar re a zo skoliataet e Diwan hag a dapo krog er vazh-test a-benn un nebeud bloavezhioù.

         

Emañ Diwan war-nes lidañ e 50 vloaz ! 50 vloaz a stourm, koumoulek a-wechoù, evit ma teufe da wir ha ma vevfe ar pezh en dije gellet bezañ un utopia nemetken. Dav eo deomp bezañ unvan ha skoazellañ an eil-hag-egile/eben ma fell deomp e chomfe bev an hunvre a oa bet gant un nebeud tud e 1977 a-benn 50 vloaz da vihanañ ! Hunvreet o doa e komzfe brezhoneg o bugale... Hiziv-an-deiz eo gant o bugale-vihan e vez desket hor yezh !

 

Prest omp da dalañ ouzh daeoù an 50 vloaz a zeu. Evit-se hon eus ezhomm eus ur raktres stroll, ur sell boutin war grenn ha war hir dermen, gant ur youl da labourat asambles war-zu ar memes pal.  An dud a-youl-vat hag ar c'hopridi a rank gellout kemer perzh da vat er pal-se, pep hini en e roll ha gant e giriegezhioù, e darempred gant hor c'hevelerien ha kendivizerien, ar strollegezhioù tiriadel hag ar rektorelezhioù en o zouez.     

 

Ar youl-se a zle ivez lakaat ac’hanomp da sellet splann ouzh stad Diwan a-vremañ, koulz war tachenn niver ar boblañs hag an arc'hant, ha bezañ gouest da dapout divizoù a-stroll. Talvezout a ra solutat hon aozadur, kenderc'hel da vicherelaat ar servijoù ha lakaat hon doareoù da emdreiñ evit respont d'an dalc'hoù a-vremañ ha reoù an dazont. Dav eo deomp kreskiñ a-stroll, kreñvaat hor barregezh da labourat asambles ha lakaat raktresoù da vleuniañ en un doare pozitivel, o kemer e kont ar gwirvoud hag o tougen anezho asambles. Ne dalvez ket nac’hañ an diaesterioù pe chom stanket dirazo, met kentoc’h klask doareoù da dalañ outo ha da vont dreist dezho asambles, gant fiziañs hag atebegezh.

 

Setu m'en em santit mennet ha ma fell deoc'h kemer perzh muioc'h c'hoazh e kevread Diwan, e lec’h m’ho peus fiziet skoliata ho pugel pe ho pugale, e pedomp ac'hanoc'h da vont war ar renk e Kuzul-Merañ Diwan adalek bremañ. Ezhomm hon eus eus izili ouzhpenn evit ma trofe gwelloc’h an traoù er C'huzul-Merañ hag er Burev ha neuze e Diwan. Evit en ober e trugarekaomp ac'hanoc'h da gas ur postel da demat@diwan.bzh en ur zisplegañ ennañ hoc'h abegoù hag ar barregezhioù a c'hellfec'h lakaat e servij kevread Diwan dre ar furmskrid-mañ.

 

Izili ar C’huzul-Merañ a lenno ho emstrivadegoù a-raok an Emvod-meur Dreistordinal a vo dalc’het d’ar 14 a viz Du a zeu, hag a roio an tu deomp da rannañ, da skouer, an daeoù da dalañ ouzh padusted Diwan hag hor yezh. A-benn fin an AGE-se e vo dalc’het emvod ar C’huzul-Merañ a-benn kevezholiñ an dud a-youl vat ha dilenn ur Burev hag ur brezidantelezh nevez.

Dielloù

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Merc'her 30 a viz Gwengolo e vo aozet e vizio Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù en un doare ledanaet da holl izili Diwan...

Kendiviz ISLRF 2027

Galv da gemenn evit XIvet Emgavioù ar soubidigezh a vo e Roazhon

An holl bennadoù war an tem-mañ