Darempred

Degemer > Brezhoneg-en-divskouarn
Album skol Gwengamp
Album skol Gwengamp Capture d'écran Youtube ©Skol Gwengamp

Brezhoneg en divskouarn

Lire cet article en français

Ar yezhoù zo graet da seniñ ha da ganañ. Ar brezhoneg a ganer hag a ziskaner ouzhpenn, ha c’hoazh war seizh ton e rannyezhoù. Peadra da zic’hoantañ hon divskouarn.

Radioioù

Bemdez e c’haller klevet brezhoneg er radio gant an FM, war Internet pe gant podskignadoù. Radio Breizh eo ar porched a zigor war meur a radio brezhonek (Arvorig FM, Radio Kerne, Radio Bro Gwened, Radio Naoned, Radio Kreiz Breizh) ha gant France Bleu Breizh Izel e vez kinniget meur a abadenn ha ivez keleier pemdeziek e brezhoneg. War lec’hienn Teatr Piba e c’haller selaou digoust meur a grouadenn faltazi evit ar radio.

Rimadelloù

Dibosupl eo tremen hebioù ar rimadelloù evit ar re vihan :

Er pennad Lenn e kavoc’h alioù war levrioù da selaou, ha mat e vo menegiñ ouzhpenn ivez ar veaj dre ar sonerezh Kan ar Bed gant Bannoù Heol, deuet er maez e 2018.

Ar c’hanaouennoù graet ganto

Plijout a ra kanaouennoù ar vugale d’ar vugale ! Heñvel an traoù gant ar grennarded. Moarvat e kemeront perzh gant o c’hlasad e Kan ar Bobl hag o zroiadoù kanañ a gavoc’h war ar rouedadoù sokial (Facebook ar skol, Youtube).

Ingal e vez produet gant skol pe skol ur bladenn, ur ganaouenn pe ur c’hlip gant ar vugale.  E-touez ar re ziwezhañ graet e c’haller ober anv eus Re gozh eo an douar, album skolidi Gwengamp gant Jérôme Ollivry, Etre Glas ha Melen hini skolajidi ar Releg gant Brieg Guerveno, raktres skolidi ar Faou war Eusa gant Yann Tiersen pe kanaouenn ha klip skolajidi Plijidi gant Krismenn ha Bastian Gwilhous. Diouzh ar plijusañ eo ivez kanaouennoù Perynn, bet skoliadez e Diwan.

Istorioù ha kontadennoù

Boued evit an divskouarn zo ivez gant ar yezh dre gomz, hini ar c’hontadennoù hag ar beilhadegoù. War an dachenn-se emañ war ar renk kentañ ar gevredigezh Dastum : ganti e c’haller kaout boued da selaou en linenn (a dizher war o lec'hienn pe dre Bretania) ha ganti e vez aozet ivez beilhadegoù goañv ma vez treuzkaset ar yezh a rumm da rumm, un dudi.

> Kinnigoù ho peus da ober evit klokaat kement-se ? Skrivit deomp : demat@diwan.bzh

Gerioù-alc'hwez stag : e brezhoneg    selaou    kanañ   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Skolaj Diwan Gwiseni : Lun 27 a viz Du, devezh an addigoradur

Tra ma oa aet toenn skolaj Diwan Gwiseni gant ar gorventenn Ciarán ha deuet ar savadur da vezañ dirapar e oa bet gellet digeriñ...

Devezh eskemm d'an 2 a viz Kerzu 2023 e Karaez

Gweladenn al lise, keleier rouedad Diwan, bodadoù labour, diwallerezh war al lec'h

Kengred gant skolaj Diwan Gwiseni evit un dazont seder

Skoet eo bet hor skolaj Diwan e Gwiseni (29) gant ar gorventenn Ciaran en noz etre ar Merc’her 1 hag ar Yaou 2 a viz Du 2023. Tennet...

5vet plas evit Tomaz André war ar Mini Transat gant livioù Diwan hag ar brezhoneg dispaket uhel gantañ

Kreñv eo bet an avel e Breizh en devezhioù tremenet evit hor rouedad ha dreist-holl evit skolaj Gwiseni. Avel a-du a zo bet avat...

An holl bennadoù war an tem-mañ