Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan ar releg > « Ur gwir efed pozitivel war ar familh »
famille_nolwenn_galeron_plougastel_IMG_20190501_204758_082

« Ur gwir efed pozitivel war ar familh »

Ur vamm a lavar he soñj

25/09/2019

Lire cet article en français

Efedoù pozitivel a-wechoù a c’hell bezañ merzet war ur familh a-bezh pa emañ ar vugale skoliatet e Diwan. Setu ar pezh a lavar Nolwenn Galeron, mamm daou skoliad eus skol Plougastell-Daoulaz hag ezel oberiant eus ar gevredigezh desevel bugale.

Perak eo gwelloc’h evit ho pugale ur skoliata e Diwan eget ur skoliata all ?

Seizh vloaz eo va mab Telo hag erru eo e skol Diwan daou vloaz zo. A-raok e oa ur paotr lent. Vat he deus graet dezhañ ar skol Diwan evit an darempredoù dre gomz ha kaout muioc’h a fiziañs ennañ, en em zispaket eo. En em gavet eo en ur c’hlas lieslive ha mat en deus graet dezhañ : ar re vras a sikour ar re vihan hag ar re yaouank a gemer skouer diouzh ar re vras, pedagogel eo. Kavout a ran eo va mab un tamm mat digor gant e vignoned ha gant e familh hag e dud kozh ivez. Lorc’h ennañ eo pa implij e varregezhioù e brezhoneg ha plijadur en deus o tiskouez ar pezh en deus desket e-pad an devezh. Kavet en deus e blas da vat.

Penaos e ambrougit ho pugel evit al labour noz ?

Roet e vez ostilhoù gant ar skolaerien evit kompren labour noz ar vugale. Ar bloaz-mañ da skouer en doa va mab testenn ur pezh c’hoari da zeskiñ hag evit se he doa ar skolaerez enrollet mouezhioù ar vugale er c’hlas evit pleustriñ war se er gêr. Kas a ra deomp ivez kontadennoù ha poelladennoù divyezhek evit gellout ambroug anezhañ. Displegañ a ra va bugel buan an deverioù. Ur pezh lorc’h zo ennañ zoken o tiskouez eo gouest da zisplegañ e labour. Gant se e c’hell tud ar vugale deskiñ d’o zro a-drugarez d’ar vugale, ar pezh a laka anezho da soñjal int talvoudus.

Hag evit ho pugale, penaos o deus degemeret ar brezhoneg en o buhez ?

Pevar bloaz dezhi eo va merc’h hag erru eo er skol Diwan warlene. He yezhoù naturel eo ar brezhoneg hag ar galleg. Komz a ra aes en div yezh ha n’eus kudenn ebet eviti mont d’ur yezh d’eben. Ober gant un eil yezh abred a zo ur gounid evit kaout muioc’h a fiziañs enni. Ne soñj ket c’hoazh en he « skeudenn », neuze n’he deus ket aon da ober fazioù pa gomz.  

Dre vras e verzan n’o deus ket aon va bugale da gomz. En o aez emaint ha naturel eo evito. Gwelout a ran anezho o komz e brezhoneg gant tud koshoc’h egeto : n’eus skoilh ebet ouzh se dre ma teu aes ar gerioù, divyezhek int ‘benn ar fin. Frazennoù berr a zistagont ivez er gêr evel « ur banne dour mar plij » pe « sikour mar plij ». Gerioù a glevont bemdez er skol ha bremañ er gêr. Anvet on « mammig » ganto ivez ‘pezh a ra kalz a blijadur din.

Daoust hag eo levezonet ho familh gant Diwan ?

Gant va fried omp en em lakaet a-zevri-kaer er gevredigezh desevel bugale ha gant se e c’hellomp ober anaoudegezh gant familhoù all. Bremañ en em anavezomp mat ha kompren a reomp gwelloc’h mont en-dro ar skol. Ur blijadur eo en em gavout holl asambles, ur gwir spered familh ha sikour a reomp an eil re hag ar re all. Eürus eo ar vugale en em gavout asambles ivez. Ul lodenn eus hor buhez pemdeziek eo Diwan gant ur gwir efed pozitivel war ar familh : bevañ a reomp un dra holl asambles. Pa zistroomp er gêr goude ur prantad labour a-youl vat evit ar skol omp eürus o welout ar blijadur o deus bet hor bugale ha ni ivez war un dro. Dres d’an ampoent-se e soñjomp e talv ar boan lakaat e amzer evit Diwan.

Geriouaouegig brezhoneg < > Petit lexique breton 

 ur banne dour  un verre d'eau
 sikour  de l'aide
 mar plij  s'il-te-plaît, s'il-vous-plaît
 mammig  maman
Gerioù-alc'hwez stag : Plougastell-Daoulaz    tud ar vugale    testeni   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Mathilde Lahogue, renerez nevez ar rouedad Diwan

Gant Diwan ez eus ur gwel ha talvoudegezhioù a glot don gant va emouestloù. Ur raktres a-stroll evit ar brezhoneg eo ha kendrec’het...

Devezh eskemm d'ar Sadorn 30 a viz Du

Gellout a ra holl izili ar rouedad kemer perzh en devezh-mañ : kerent, gopridi·adezed, AEPoù, kuzulioù skoazell, …

Devezh pedagogiezh 2024

D’an 12/11 eo en em vodet skipailhoù pedagogel Diwan en hor 6 skolaj e Breizh a-bezh.

An holl bennadoù war an tem-mañ