Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan gwened > “Hep komz brezhoneg e c’hellomp ober gantañ er vuhez pemdeziek”
famille_cissou_lorient_cissou_lorient

“Hep komz brezhoneg e c’hellomp ober gantañ er vuhez pemdeziek”

Un tad a lavar e soñj

01/10/2019

Lire cet article en français

E Diwan ez eus 80% eus tud ar vugale na gomzont ket brezhoneg ha n’eo ket ur skoilh evit skoliata ar bugel. Ar c’hontrol eo pa c’hell ar c’hrouadur kinnig e labour e meur a yezh hag e degouezhioù disheñvel war an devezh. Tad daou vugel skoliatet e Diwan an Oriant eo Gwenael Cissou, 36 vloaz dezhañ. Ne gomz ket brezhoneg met dont a ra a-benn avat da ambroug skoliata e vugale.

Perak ho peus dibabet ar skol Diwan evit ho pugel ?

Plijet omp bet e Diwan gant ar c’helenn dre soubidigezh. Komz ur yezh all abred ha reiñ e lod evit harpañ ar brezhoneg, setu traoù pozitivel e skoliata va bugale. Ouzhpenn da se, pa hon eus gweladennet evit ar wech kentañ ar skol hon eus kavet an aergelc’h mat hag ar skipailh plijus. Degemeret mat omp bet.

Perak e lavarit eo ar skol blijus ?

Plijet omp gant an darempredoù a vez etre an holl : tud ar vugale, bugale, skolaerien, gopridi… An holl en em anavez ‘pezh a grou ur strollad unvan. Pa vez ur gudenn e tiskoulmomp anezhi asambles, pozitivel eo. Ur mousc’hoarzh, un demat… Plijus eo en em welet diouzh ar mintin. Estreget laoskel ar vugale er skol e reomp, un aergelc’h familh zo er skol, ar pezh a zegas leun a vuhez.

Plijout a ra deomp kalz ar spered familh. War ar porzh-skol ha war an amzerioù troskol e c’hoari ar re vihan hag ar re vras holl asambles, ha doujus int an eil re evit ar re all. Ur strollad unvan eo m’en em anavezont holl. Plijus a gavan se.

Perak e komzit eus ur spered familh ?

Stlennegour on, neuze em eus bet c’hoant skoazellañ ar c'hKDP war an dachenn-mañ ha lakaat va amzer evit ar skol. Plijout a ra din ar fed eo kevredigezhel sistem Diwan. Gant se e c’heller bezañ oberiant, kaout frankizoù, ober traoù en un doare aes ha na c’hellfed ket ober e lec’hioù all. Gant Diwan e c’heller kaout ur skoliata dibar ha digoust : ret eo deomp en em reiñ eta evit ma c’hello ar skipailhoù a-youl vat en em eilañ aliesoc’h war ar bloavezh.

Daoust hag ho peus bet aon un tamm diwar-benn skoliata ho pugale ?

Gellout hor bije bet kaout aon diouzh al live galleg met buan hon eus merzet e komz hor bugale mat-tre galleg ha dont a reont a-benn da skrivañ ha da lenn en div yezh. N’eus mank ebet war se.

N’hon eus ket bet aon mod all. Dinec’het omp bet diouzhtu gant tud ar vugale dre m’o deus lavaret deomp eo ar bedagogiezh Diwan graet evit diorren ar bugel, pe en e skoliata pe en e zarempredoù gant ar re all met ivez evit ma vo en e vleud.

Ne gomzit ket brezhoneg. Penaos e teuit a-benn da ambroug skoliata ho pugel ?

Evit gellout heuliañ deverioù ar vugale e vez roet ur c’heriaoueg klas bihan deomp. Gant se e c’hellomp gouzout pelec’h int en em gavet er programm. Thibaud, va mab 7 vloaz dezhañ, a ra un diverradur bihan eus ar pezh emañ oc’h ober hag eskemm a reomp war se war-lerc’h. Klask a ran lenn e brezhoneg memes ma ne gomprenan ket. Evel se e komzan un tammig brezhoneg gantañ ha gellout a reomp adwelout ar gentel lenn asambles. Ar pep pouezusañ eo ma tesko lenn en div yezh ha graet e vez gantañ en un doare naturel.

Ne gomzit ket brezhoneg, Daoust hag oc’h deuet a-benn da ober gant ar brezhoneg er gêr ?

Ya da vat. Hep komz brezhoneg e c’hellomp ober gantañ evelkent er vuhez pemdeziek, pe gant gerioù simpl evel « Noz vad », « Mar plij », devezhioù ar sizhun… Pe gant ostilhoù divorfilañ : levrioù e brezhoneg hon eus ha lenn a reer istorioù asambles diouzh an noz. Ur prantad fentus eo etrezomp : lenn a ran e brezhoneg, pezh a ra da Thibaud c’hoarzhin dre ma ne zistagan ket mat. Neuze e lennomp mat en-dro asambles ‘pezh a ra ur pleustradenn a-zoare evidomp. Mont a reomp ivez war al lec’hienn Korn ar vugale hag aze e c’hellont deskiñ brezhoneg en un doare dudius.

Penaos e vev ho pugale ar brezhoneg e diavaez eus ar skol ?

Bevañ a reont se en un doare naturel. A-wechoù e klever Thibaud o c’hoari e-unan e brezhoneg. Kanañ ha kontañ a ra hag e kaver se brav.

Komz a ra ma c’hoar gaer brezhoneg, neuze e c’hoarvez dezho komz etrezo pa vez ur pred familh hag ar vugale az a e brezhoneg hep soñjal zoken. Er c’hontrol, pa vez goulennet ganto lavarout un dra bennak e brezhoneg, ne raint ket dre ma rank bezañ divizet ganto.

Geriouaouegig brezhoneg < > Petit lexique breton 

 noz vad bonne nuit
 mar plij  s'il-te-plaît, s'il-vous-plaît
korn ar vugale le coin des enfants
Gerioù-alc'hwez stag : An Oriant    skol    tud ar vugale    galleg    kdp   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ