Darempred

Degemer > Portes-ouvertes
Doriou_digor_-_Portes_ouvertes_Doriou_digor_2026_Diwan-bandell

Dorioù digor

D'ar 6 ha 7 a viz C'hwevrer 2026

03/02/2026

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer 2026. Aozet e vint e pep skol.

Un digarez e vo an devezhioù-mañ evit dizoleiñ ar c'helenn dre soubidigezh, kejañ ouzh ar skipailhoù pedagogel, kaozeal gant ar skolidi hag ar gerent ha kompren gwelloc'h ar raktres pedagogel a zo kaset da-benn gant kevread Diwan, deus ar skol-vamm betek al lise.

Er programm :

  • gweladenniñ an tiez-skol,
  • kinnig pedagogel,
  • mareadoù kejañ asambles ha sevel goulennoù,
  • titouroù war an enskrivadurioù. 

Pe e vefec'h kerent, danvez-skolidi pe kurius hepken, deuit d'ober anaoudegezh gant skolioù digor ha birvidik ha lakait da dreiñ tro-dro deoc'h : ezhomm en deus ar brezhoneg eus brezhonegerien·ezed bihan !

Evit kaout muioc'h a ditouroù e pedomp ac'hanoc'h da vont e darempred gant an ti-skol o peus c'hoant da weladenniñ : https://www.diwan.bzh/br/etablissements

Lod eus ar skolajoù ha liseoù a zigoro o norioù da vareoù all (deiziadoù da adkavout amañ dindan).

  • Skolaj Diwan Ar Releg-Kerhuon (29) : sadorn 31/01/2026 eus 09:30 da 11:30
  • Skolaj Diwan de Guissény (29) : sadorn 07/02/2026 eus 09:30 da 11:30
  • Skolaj Diwan Kemper (29) : sadorn 07/02/2026 eus 09:30 da 12:30
  • Skolaj Diwan Plijidi (22) : sadorn 24/01/2026 eus 10:00 da 12:30
  • Skolaj Diwan Beuzid-Ar-C'hoadoù (35) : sadorn 07/02/2026 eus 14:00 da 17:00
  • Skolaj Diwan Sant-Ervlan (44) : gwener 10/04/2026 eus 16:45 da 18:00
  • Skolaj Diwan Gwened (56) : diwar c'houlenn ar familhoù
  • Lise Diwan Gwened (56) : diwar c'houlenn ar familhoù
  • Lise Diwan Karaez (29) : sadorn 14/03/2026 eus 10:00 da 12:30

Kreizenn stummañ Kelenn staliet e Kemper (29) a zigoro o norioù deocd'h d'ar sadorn 07/02/2026 ha sadorn 07/03/2026 eus 09:30 da 12:30.

Gerioù-alc'hwez stag : dorejoù digor    dorioù digor    Diwan    etablisements    Fédération Diwan    Kevread Diwan   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Assemblée Générale extraordinaire 20/05

An emvod meur dreistordinal a vo dalc’het d’an 20 a viz Even 2026 er selaouva Yann-fañch Kemener, e Kastell Kerampuilh e Karaez

Digresk ar frejoù Bod ha boued - distro skol Gwengolo 2026

A-drugarez da engalvadeg an tiez-skol, ar c'hevread a c'hell digreskiñ ar frejoù Bod ha Boued adalek distro-skol 2026. Un diviz kreñv...

An holl bennadoù war an tem-mañ