Darempred

Degemer > Kuzularskoliouskolajouhaliseou
KSSL_-_CECL_KSSL-CECL-Diwan-Bandell-lechienn

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

Un emgav a-bouez !

20/01/2026

D'ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 e vo aozet Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù e vizio ! Un emgav a-bouez e-lec'h ma c'helloc'h tapout titouroù pleustrek da-geñver mont en-dro ho ti-skol.

Roll-labour KSSL 24/01/2026 e visio :

  • Keleier ar c'hevread :
    • dilennadegoù-kêr, bodadoù-labour, sifroù... ;
  • Darvoudoù liammet gant an amzer :
    • erc'h, korventenn... kiriegezh pep hini, penaos ober en ho ti-skol ?
  • Steuñv kontrolloù :
    • displegadennoù war ar c'hontrolloù a zo war ar stern ha da zont en ho ti-skol ;
  • Keleier ar c'hentañ derez :
    • reolennaoueg diabarzh, pazennoù labour ;
  • Keleier an eil derez :
    • bezañ yaouank e Diwan, Skolaj 35 ;
  • Stummadurioù evit an dud a-youl vat :
    • webinarioù, hoc'h ezhommoù... ;
  • Deiziataer :
    • dorioù digor, 50 vloaz, kendalc'h, redadeg, digoradur ha serradur ar postoù...

Titouroù pleustrek :

Deiziad : D'ar Sadorn 24 a viz Genver 2026

Eurioù : Etre 10e ha 12e

Liamm vizio : meet.google.com/wqr-nrug-qsj

 

Liamm evit lakaat hoc'h anv : https://forms.gle/pgRcrSPCwGTNUXj88

Skignañ ar pennad-mañ