Darempred

Degemer > Le-concours-deloquence-2026
Erminig_Erminig_helavar_2026

An Erminig Helavar

Un taol-kaer er bloaz-mañ c’hoazh !

02/02/2026

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war al leurenn : 6 eus Gwened ha 17 eus Karaez.

Bamet omp bet er bloaz-mañ c’hoazh gant kalite labour pep hini, pe vefe evit al live brezhoneg, pe danvez an temoù dibabet hag an doare da vezañ war al leurenn.

Prezegennoù diwar-benn an ekologiezh (« Perak gwareziñ hor planedenn ? »), plas ar merc’hed er gevredigezh (« Sevenadur ar gwall », « Ur gwir blas a zo evit ar merc’hed e bed ar skiantoù ? »), an dizingalded (« Dizingalderioù etre ar grennarded war an arzoù ») met ivez ar stourm (« Perak mont da vanifestiñ ?), ar brezhoneg (« Un efed bobelan evit ar brezhoneg »).… 

Ha sujedoù personel ha prederouriel : « Hag-eñ ez eus gwir eürusted ? », « Ar gevier a zo ur gudenn pe ur respont ? », « Perak eo ken diaes lavaret pa ne’z a ket mat ? ».

Ar juri, ar publik hag ar gazetennerien war al lec’h o deus tremenet 3 eurvezh da selaou pizh ouzh al liseidi·adezed a-raok reiñ an disoc’hoù.

Ar juri* en deus graet dibaboù a-unvouezh dre vras hag en un doare dreistordinal er bloaz-mañ ez eus bet roet daou priz kentañ rampo 450€ da Tinaig « E peseurt mod e c’hell ar gavotenn saveteiñ ar bed ? » ha da Sullivan « Perak eo ret deskiñ an helavarded  ? ». 

Un taol-kaer eo bet a-drugarez d’an Aotroù L’Hermine en deus roet arc’hant er bloaz-mañ c’hoazh ! 

3 prix kentañ roet da :

  • 1añ priz : Tinaig Le Menn Coic «  E peseurt mod e c’hell ar gavotenn saveteiñ ar bed ? »
  • 1añ priz : Sullivan Le Nen « Perak eo ret deskiñ an helavarded ? »
  • 3de priz : Selma Ar Rouz « Dizingalderioù etre ar grennarded war an arzoù »

> Video Youtube da adkavout amañ : https://youtu.be/EFkHfRCSswQ

 

*Skipailh ar juri :

  • Pascale Chevillard,
  • Soaz Plantec-Rousic,
  • Sylvain Peron,
  • Sterenn Diridolloù,
  • Kadvael Jolivet,
  • Nolwenn Korbell,
  • Gilles Siches,
  • Enora Molac.

 

Gerig an Aotroù L'Hermine :

Je vous remercie pour ce compte rendu détaillé. Il met en lumière l’évènement et valorise le travail des participants, du jury et organisateurs. J’ai été agréablement étonné du sérieux des sujets choisis par les élèves, qui semble refléter la préoccupation du quotidien de ces jeunes. Et le tout en Breton ! C’est émouvant.

Je suis très heureux du succès de ces « Helavar » qui honorent la langue bretonne. Heureux aussi de votre initiative quant au choix de deux premiers prix.

Merci encore pour ce partage inspirant qui me donne envie de m’investir dans ce type d’évènement.

Trugarez vras !

Patrick

Er mediaoù :

An Taol Lagad 2 a viz C'hwevrer 2026

Radio Kreiz Breizh (08:18)

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

Dilennadegoù-kêr 2026

Kevread Diwan en deus embannet ur c’houlennaoueg evit gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre...

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 e vo aozet Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù e vizio ! Un emgav a-bouez e-lec'h ma c'helloc'h...

An holl bennadoù war an tem-mañ