31/10/2025
Abaoe c’hwec’h vloaz dija emaomp eürus lakaat war well breserien ha breserezed entanet o tont eus pep lec’h e Breizh, evit diskouez deomp o eliksirioù ha kontañ o micher. En ur ober, eo deuet Fest bier Gwitalmeze da vezañ un darvoud pouezus e bed ar bieroù artizanel ha lec’hel.
E-kerzh ar 6vet stumm-mañ e vo degemeret ganeomp ar breserezhioù-mañ: Cezon (Landeda), Chiendent (Banaleg), Lokorn (Lokorn), l’Urbaine (Brest), Bock à l’Ouest (Pleneventer), l’Amer d’Iroise (Plougoñ), La Pinte du Raz (Pontekroaz) hag Arvarus (Ploñger). Ar bloaz-mañ, evit kaout muioc’h ha dizoloadennoù, kavet e vo ivez 7 breserezh nevez : breserezh Maze o tont eus Naoned, F-Orge eus Plouarzhel (gant ur perc’henn nevez), breserezh Aerouant eus Plougin, breserezh Coat Merret eus Lanhouarne, breserezh Toum’s eus Naoned hag evit echuiñ breserezh Octa eus Kloar-Karnoed.
Ur fest plaset dindan arouez an darempredoù hag ar familh eo ar Fest bier, prest da zegemer 1500 den e-pad an dibenn-sizhun, gant sikour tout an dud a-youl vat, souten kreñv ar FestBier.
Evel pep bloavezh, ar Viltañsoù zo laouen da genlabourat gant kevredigezhioù ag aozadurioù lec’hel, evit sevel ur genrouedad kreñv ha bev.
Ur c'houblad trugarez vras da Di-kêr Gwitalmeze, da «la pépinière du Bord de Mer, da Bod-Buhez «Les Genêts d’Or », da Gantennerien an Aberioù (Vanniers des Abers), da gevredigezh Expotem evit o c’hoarioù koad, hag ivez da «Croc Jeux » a zegaso c’hoarioù a bep seurt.
Trugarez ivez d’ar gevredigezh “La p’tite paillette” a gemero perzh gant ur stand diwall ouzh ar riskloù e-pad ar gouel.
Un drugarez nevez da Noah Roudaut da vezañ deuet e skol Diwan Gwitalmeze ha da Ronan Plassard, lesanvet L’Oizeau, evit al labour kanañ ha seniñ graet gant ar skolidi a gano e-pad ar FestBier. Ha da echuiñ, ur mersi bras da Karoche, arzourez eus Ploñger, evit braventez ar skritell ar bloaz-mañ c’hoazh.
E-touez an arvestoù roet da welet e vo :
Typhaine Corre & Tangi Le Gall-Carré, ur c’houblad kan ha sonerezh diatonek leun a nerzh ha teneridigezh ;
Pounz & El Maout, ur c’houblad e doare un heuliad evezhiet, ma kej ar rap barzhoniel ouzh an elektroneg dieub ;
ha Skankaya, ur strollad reggae-ska gant sonioù kouevreg, kaset gant ur c’haner pinvidik ha bev e-berr gant ar sonerezh.
Ar Sul a vo gouestlet d’ar familhoù. D’an abardaez, bugale skol Diwan Gwitalmeze a gano e brezhoneg, a-raok abadenn Noah Roudaut, kaner, beatboxer ha soner lies, bevet gant sevenadur Breizh. Da heul e vo ar strollad “Même pas Malle” evit ur pezh-c’hoari straed farsus ha barzhoniel a ziskourro c’hoarzhoù ha souezh gant pep hini.
E-pad ar gouel e vo boued war al lec’h gant ar food truck “La Crevette Bleue” a ginnigo boued fur ha dibar : patatez fresk, fish and chips hag effiloché de porc.
Krampouezh a vo kinniget gant ar Viltañsoù e prof evit skol Diwan Gwitalmeze.
Rak ur festival ken brav ne c’hall ket bezañ hep tud laouen o skoazellañ, emaomp o klask tud a-youl vat evit sikour e-pad an darvoud.
Ma fell deoc’h kemer perzh ha reiñ amzer evit lakaat ar Fest bier da vezañ c’hoazh bravoc’h, skrivit deomp.
Titouroù pleustrek
Digoradur al lec’h d'ar Sadorn 1e goude-merenn, gant ur mont-tre priz priz libr.
Da 6e noz e krogo ar sonadeg – 10 € ma vez prenet war HelloAsso (12 € war al lec’h)









