Darempred

Degemer > Une-codirection-a-diwan
Lou_Millour_ha_Mark_Boette_IMG_6359

Ur c'henrenerezh e Diwan

14/11/2025


Abaoe ar c'hentañ a viz du emañ Lou Millour ha Mark Boette e penn ar servijoù e Diwan.
Emañ Mark en karg eus an arc'hant hag ar C'hoskor ha Lou en karg eus ar savadurioù, ar c'hehentiñ ha buhez ar gevredigezh, daou brofil disheñvel-tre evit hentañ ar c'hevread er bloavezhioù da zont.

Gant skiant prenet skipailh Landerne, lusk hag emouestl 600 implijiad.ez Diwan hag gant sikour an holl dud a youl vat e klaskimp reneveziñ mont en dro ar gevredigezh, mont er maez eus an enkadenn ekonomikel, kreskiñ an niver a vugale a zesk brezhoneg. E berr gerioù : Sevel - asambles ganeoc'h - DIWAN an dazont. Betek an trec'h ! Lou ha Mark

 

Kalzig a bennoù nevez a zo er servijoù abaoe an distro skol : Amandine Cousineau, Bleuenn Uguen, Christelle Chevallier-Gaté, Emilie Resmond, Ingrid Audoire, Lara Le Jeune, Lenaig Sparfel.

Deuit d'ober anaoudegezh ganto holl e Skolaj-Lise Gwened d'an 29/11 evit an devezh eskemm. 

Lakait hoc'h anv amañ : Devezh eskemm Miz Du 2025

 

Gerioù-alc'hwez stag : Diwan    kenrenerezh    kevread   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

An holl bennadoù war an tem-mañ