Darempred

Marche_de_noel_Skol_Diwan_Plabennec_2025_Marche_de_noel_Skol_Diwan_Plabennec_2025

Marc'had Nedeleg

Spered Nedeleg a vo dreistordinal ha leun a hudouriezh e Plabenneg er bloaz-mañ !

13/11/2025

Spered Nedeleg a vo dreistordinal ha leun a hudouriezh e Plabenneg er bloaz-mañ gant marc’had Nedeleg ar Skol Muioc’h eget 40 artizaned lec’hel a vo o c’hortoz ac’hanoch gant mennozhioù prof dispar !

Marc’had Nedeleg an artizaned - Skol Diwan Plabenneg

Er programm :

43 artizan a vo amañ evit diskouezh o labour : dourlivadur, bravigoù, gwriadur, gouloù-koad… ha leun a varvailhoù all
Tañva krampouezh ha galfrez,
Lennadenn kontadennoù evit ar re vihan ha bras,
Tatouiñ pailhourennoù,
Gwerzh gwez sapin Nedeleg a-benn prientiñ ar gouelioù,
Hag evel-just, gweladenn an tad Nedeleg !!

Deuit da dremen ur mare blijus, skoazellañ an artizaned lec’hel ha kemer perzh e buhez Skol Diwan Plabenneg !


Emgav e sal Marcel Bouguen eus 10e betek 6e d’an 30 a viz Du 2025 !
 

Gerioù-alc'hwez stag : Marché de Noël    Noël    Diwan    Plabennec   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Devezh Degemer Diwan

Deuit da gejañ ouzhomp d'an 21 a viz Du 2026 e Roazhon ! Digor eo da holl izili ar c'hevread (implijidi, kerent, tud a-youl vat...)

Kemennadenn a-berzh Kuzul merañ Diwan

Kengalv d'un emvod meur dreistordinal

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Merc'her 30 a viz Gwengolo e vo aozet e vizio Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù en un doare ledanaet da holl izili Diwan...

An holl bennadoù war an tem-mañ