Darempred

Degemer > Reponses-au-questionnaire-diwan-au-1er-mars-2026
Dilennadegou-Elections-2026_Dilennadegou-respontou-2026

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh.

05/03/2026

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17 kumun div listenn enno o deus respontet da vihanañ (roll klok amañ da heul). Gellet a ra neb a gar mont da lenn ar respontoù war-eeun war lec’hienn internet Diwan.bzh ivez.

Diellfennadennoù klokoc’h a zo bet savet evit ar c’humunioù lec’h ma oa meur a respont.

 

4 respont (1)

Plougastell-Daoulas

3 respont (4)

Brest, An Alre, Lokmikaelig, Kemper

2 respont (12)

Karaez, Konk-Kerne, Dinan, Douarnenez, Henbont, An Oriant, Naoned, Plañvour, Gwitalmeze, Pondi, Roazhon, Sant-Brieg

1 respont (31)

Brec'h, Kaodan, Kastellin, Kordrevez, Kraozon, Felger, Gwenrann, Gwengamp, Koatreven, Kommanna, Landerne, Langonned, Lannuon, Ar Faoued, Malville, Montroulez, Nevez, Pempoul, Perroz-Gireg, Ploufragan, Pont ar Veuzen, Porzh-Loeiz, Rianteg, Sant-Maloù, Lokournan, Sant-Ave, Sine, Speied, Thorigné-Fouillard, Landreger, Lannarster.

 

E berr gomzoù, respontoù ar goulennata-mañ a ziskouez emañ ar brezhoneg war un hent “ensavadurel”. Diskouez a ra e vez soursiet muioc’h ouzh ar politikerezh yezh e live ar c'humunioù. Tremen a reer da vat eus un “harp arouezel” d'ur “mererezh foran gwirion”, daoust ma chom diforc'hioù bras etre al listennoù evel-just.

 

Setu ar poentoù pennañ a zeu war wel diwar an dielfennadenn hollek bet graet gant Kuzul-merañ Diwan : 

 

Lakaat war wel ar sevenadur a zo asantet bremañ : Hogos an holl listennoù, ne vern o zu politikel, a zegemer bremañ ar panellerezh divyezhek hag obererezhioù e brezhoneg er servijoù publik evel el levraouegoù da skouer. Deuet eo da vezañ standardoù eus mererezh ur gumun a Vreizh.

 

An diforc'h war ar budjedoù pourvezet d’ar brezhoneg : Ar c’hraf diforc'husañ eo. N'eus nemet 15 listenn diwar 70 a zo prest da ginnig ur sammad resis a euroioù dre annezad pe ur sammad hollek. Memestra, merzout a reer e ra ar mennoz-se douget gant an Emsav e damm hent. 

 

Kêrioù bras evel Brest hag an Oriant a ya pelloc’h evit ar re all. Ar budjedoù kinniget a ya en tu all da 300 000 €, tra ma kav gwell d'an tiez-kêr all ur "sell treuz-servijoù" , n’eo ket sklaer evit an annezidi petra eo ar striv arc'hantel (Naoned, Kemper, …).

 

Skoazell d'an deskadurezh (Diwan): Daoust ma vez degemeret mat paeamant ar forfedoù-skol dre vras gant darn al listennoù o deus respontet, e chom ur poent a ziforc'h politikel e kêrioù zo evel Naoned (listenn Johanna Rolland zo a-enep, n’he deus ket c’hoant da reiñ d’ar skolioù Diwan diavaez-kêr) ha Plañvour (listennan  tu enep : an Ao. Maignan), e-lec'h ma vez nac'het krak-ha-berr evit “difenn ar briorelezh nemeti a zo d'an deskadurezh foran” (sell jacobin). 

 

Eus an identelezh d'ar vicherelaat : C'hoant zo gant meur a hini da frammañ ar politikerezh yezh en ur anviñ un dilennad dileuriet d’ar yezh, tuta renerien raktresoù gouestlet d’ar politikerezh yezh (Kemper, Roazhon, Naoned) pe en ur grouiñ kreizennoù sevenadurel evel un Ti ar Vro (An Oriant, an Henbont). E Lokmikaelig  e vez lakaet ar bouez war ur c’hinnig nevez : a-benn gwarantiñ padusted an oberoù e brezhoneg e vez kinniget micherelaat ar pezh a oa douget betek hen gant tud a youl vat hepken.

 

Karta "Ya d'ar Brezhoneg" evel nadoz-vor : Meneget e vez gant kalz listennoù an araokadennoù a vo graet evit tizhout ul live uheloc’h er garta  (eus 1 da 4). Pal kreiz o c'hefridi eo,  hag a dalvezo evel fichenn-hent ar respetad evit muzuliañ efedusted o oberoù (dreist-holl e Sant-Brieg, En Alre, e Pondi, … ).

 

E berr gomzoù eo un dra just ha normal evit darn al listennoù da reiñ ur plas dereat d’ar brezhoneg. An diforc'h etre an dud war ar renk a vo o barregezh da lakaat e pleustr (budjed dezho o-unan, lec'hioù da grouiñ, implijidi stummet) hag o youl da enframmañ ar brezhoneg er vuhez pemdeziek (krouiñ ur vagouri, kluboù goude ar skol, busoù) kentoc'h eget he c’henfinañ er bedig sevenadurel hepken. 


Ar goulenn niverenn 2 : 

Piv a vefe prest da zegemer ur skol Diwan nevez en e gumun ha kinnig ur savadur ? Respontoù dedennus a zo, kroaziet e vint gant roll raktresoù Diwan. Tu zo meizout dija e klot an traoù en Henbont (56) lec’h m’o deus div listenn diwar an teir war ar renk respontet edont a-du pourveziñ ur savadur 200 m² hag ur porzh skol d’ur raktres skol nevez.

 

Anv al listennoù prest da grouiñ ur skol Diwan nevez

Anv an den e penn al listenn

Spézet citoyenne - Speied keodedel

Sylvie LE MOAL

Passionnément Ploemeur – E kreiz kalon

Ronan Loas

Langonnet, votre avenir, votre choix !

Eric JEAN

Vivons Hennebont – Bevamp Henbont

LE MARÉCHAL Laure

Saint-Avé Autrement

Christian LOREAL

Mon parti c'est Perros

Emilie Desouche

Hennebont en commun 2026

Henbont a-gevret 2026

Pierre-Yves Le Boudec

 

Ar goulenn niverenn 7 a denne d’ar budjed dre annezad : 

Hervez an dielfennadenn bet graet ez eus en holl 15 listenn  engouestlet evit kinnig ur sammad resis. Ledet int war 13 kumun, en o zouez kalz kêrioù bras (Naoned, Brest, Roazhon, an Oriant, An Alre, Gwengamp, Douarnenez, Sant-Brieg, …), ar pezh a ziskouez e teu a benn an azgoulenn-mañ d’ober e doull, harpet m’eo gant an Emsav er bloavezhioù paseet. Setu roll al listennoù engouestlet war ar c’hraf-se. Gallout a reoc’h adkavout pep tra, ez-resis, war lec’hienn Diwan.

Ar budjed evit ar brezhoneg : Sintezenn promesoù al listennoù

Kumun

Penn Listenn

KInnig budjed bloaziek pe € dre annezad

An Alre

Auray Citoyenne et Solidaire (C. Masson)

20 000 € (hep kontañ ar forfedoù skol)

Brest

Une nouvelle histoire pour Brest (S. Roudaut)

200 000 € (budjed hollek bloaziek)

Brest

Brest Nouvelle Vague (S. Muscat)

tro 330 000 € (istimadur ur budjed hollek bloaziek)

Douarnenez

POUR DOUARNENEZ (V. Raher-Heriaud)

Memes live a yalc’hadoù (~18 300 € : listenn diskrivet dre gevredigezh)

Gwengamp

Guingamp Solidaire (G. Roblin)

1 € / annezad e live ar gumuniezh  (da lâret eo tro 70 000 €)

Henbont

Vivons Hennebont (L. Le Maréchal)

10 000 € (sammad bloaziek hollek)

Lokmikaelig

L'Avenir à bâbord/Lokmi a-gleiz (M. Geourjon)

1 € / annezad evit kregiñ

an Oriant

Lorient Ensemble (G. Le Stradic)

tro 2 € / annezad

Gerioù-alc'hwez stag : élections    Dilennadegoù    Diwan   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

Dilennadegoù-kêr 2026

Kevread Diwan en deus embannet ur c’houlennaoueg evit gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre...

An holl bennadoù war an tem-mañ