Darempred

Degemer > Baisse-des-tarifs-hebergement-et-restauration-dans-le-secondaire-rentree-septembre-2026
Bandell_Bod_ha_Boued_Bandeau_Hebergement_et_restauration_Bod_ha_boued_-2

Digresk ar frejoù Bod ha boued - distro skol Gwengolo 2026

Un diviz kreñv evit souten ar familhoù ha kreñvat an eil derez.

20/05/2026

Kemmadenn Bod ha Boued 

Demat deoc’h,

A-drugarez d’ar strivoù graet gant ar skolioù, skolajoù ha liseoù (sammadoù kengred ouzhpenn roet gant skolioù ‘zo, fakturennoù an eil derez paeet en trimiziad kentañ ouzhpenn ar pezh a oa rakjedet), eo bet gwellaet disoc’hoù kontoù Diwan 2025 (tro -60 000 € « nemetken »  e-lec’h ma oa raktreset -200 000 €). 

Ne cheñch ket plegenn ekonomikel ar c’hevread ha talvoudegezh an argerzhadur diarbenn lakaet e pleustr (torridigezh kendivizadel a-stroll), reiñ a ra deomp un digarez da gemer buanoc’h un diviz da aesa ar skoliata en eil derez : digreskiñ priz ar bod ha boued paeet gant ar familhoù.

Setu perak eo bet divizet gant KM Diwan d’ar 6.05.2026 lakaat e pleustr kerkent hag en distro-skol 2026 un distaol war ar frejoù bod ha boued goulennet en eil derez : tro 5 % distaol, gant ur striv ouzhpenn evit ar familhoù adalek 2 vugel skoliataet en eil derez e Diwan.

Amañ kevret e kavoc’h munudoù an diviz.

An obererezh-mañ zo liammet ouzh ar palioù menneget da vare hon emvodoù kelaouiñ : chom degemerus en desped d’an diaesterioù ekonomikel bevet gant ar c’hevread. Mat eo gouzout eo bet kelaouet hon arc’hantaouerien eus ar pal-mañ meur a wech.

Ar bariadenn : dont a-benn da espern arc’hant war ar mont-en-dro, ar c’hevratoù, ar feurmoù, an aozadur diabarzh, ha kalonekaat tud ar skolidi da enskrivañ o bugel en eil derez.

Skipailhoù ar skolajoù / liseoù a-gevred gant servijoù ar c’hevread a chom dibres evit reiñ deoc’h muioc’h a ditouroù.

➜ Détail des mesures prises 

Gerioù-alc'hwez stag : Bod    Boued   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

An holl bennadoù war an tem-mañ