Darempred

Degemer > Kenavo-loic
Loic_Corlouer_Loic-Corlouer

Kenavo Loic

Un testeni en anv kuzul-merañ Diwan

24/04/2026

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Lire l'article en français

Glac'haret omp o klevet e oa aet Loic Corlouer d’an anaon.

Testenn bet lennet gant Riwanon Kallag e anv Kuzul-merañ Diwan da vare al lid enor aozet d'ar Yaou 23 a viz Ebrel 2026, e sal ar gouelioù e Langoad :

Bodet omp amañ hirie da zougen bri da Loig.

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo. Diaes eo diverrañ tost da 40 vloaz emouestl evit an deskadurezh dre soubidigezh e brezhoneg. Hag un emouestl ken bras ha talvoudus. E Skol Diwan Lannuon da gentañ, e skolaj Plijidi gant Sylvie, da wreg, e lise Karaez, e kuzul-merañ Diwan e diabarzh burev Diwan e-pad meur a vloaz. Ur marc’h blein eo bet.

Un harp divent, war gement live a zo, en desped d’ar skoilhoù, aze e veze Loic dalc’hmat o sikour.

Un emouestl divuzul, dalc’hmat o vont war-raok, o klask diskoulmoù evit an holl. Kemer kargoù er gevredigezh, dont da reiñ an dorn en darvoudoù, dont da ober prantadoù diarbenn er skolajoù hag el lise. Reiñ sikour da vont war-raok.

Aozañ 30 vloaz ar rouedad, ha deuet a-benn da vodañ 45 000 a dud e Karaez e 2008. Alese e oa bet roet lañs ha krouet ar Redadeg, a lañso a-benn pemzektez eus Lannuon.

E miz Du tremenet e oa deuet da Wened da rannañ ganeomp da skiant-prenet ha da alioù prizius a-benn prientiñ ha lidañ 50 vloaz Diwan e miz Mae 2028.

Er bloavezhioù diwezhañ en deus kendalc’het gant e emouestl e Roc’h Diwan, hor font debarzhadur. Atav prest da sikour, ha skoazellañ Skol Diwan Landreger nevez zo.

Karout a rae dit ar vuhez, hag a-drugarez dit eo bev ar brezhoneg ha Diwan.

Trugarez vras dit Loic ha Kenavo.

Gerioù-alc'hwez stag : Diwan    Fédération Diwan    Kevread Diwan    cérémonie   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

Tombola Diwan 2026

Rouez eo an obererezhioù arc’hantañ evel an tombola a sell ouzh holl izili Diwan hag a zegas gounidoù ingal bep bloaz. Ganti e...

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An holl bennadoù war an tem-mañ