Darempred

Degemer > Taxe-dapprentissage
Taxe_dapprentissage_2026

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh

24/04/2026

Lire l'article en français

Aotreet eo kreizenn stummañ Kelenn, e karg eus stummadurioù skolaerien ha kelennerien ar c'hevread Diwan, da zegemer an taos deskardiñ evit ar Master MEEF-EBI, da lâret eo ar stummadur evit danvez skolaerien Diwan.

Ar prantad dasparzhañ kentañ a grogo d'ar 26 a viz Mae 2026 ha klozañ a raio d'an 21 a viz Eost 2026 war ar savenn Soltéa. MUIOC'H A DITOUROÙ : https://www.kelenn.bzh/taos-deskardin/

Un eil brantad a vo deus an 3 a viz Gwengolo 2026 d'an 21 a viz Here 2026.

 

3 abeg amañ dindan evit reiñ d'ar greizenn stummañ :

1. Skoazellañ ur stummadur talvoudus hag anavezet

Stummañ a ra Kelenn an danvez skolaerien, dre ar master MEEF divyezhek. Prientet e vez ar studierien d'ar vicher, d'ar genstrivadeg gant gwir chañsoù da gavout ul labour da c'houde.

O reiñ an taos da g/Kelenn e kemerit perzh war-eeun e arc'hantaouiñ ar stummadurioù a sikour ar re yaouank da vont war-zu bed al labour, ar pezh a zo pal an taos deskardiñ.

 

2. Ober un dra evit ar yezh hag al liesseurted sevenadurel

Kelenn a zo e kreiz Kevread Diwan, ha stummañ a reont skolaerien gouest da gelenn e brezhoneg dre soubidigezh.

Gant ho skodenn e kemerit perzh en un doare fetis e :

  • treuzkas ar brezhoneg

  • gwareziñ ar glad sevenadurel ar rannvro,

  • diorren ar c'helenn divyezhek.

Ul levezon sevenadurel kreñv eo, en tu all d’an arc’hantaouiñ desavadurel.

 

3. Reiñ ur ster d'un taos ret

An taos deskardiñ a zo ur skodenn a rank an embregerezhioù/kevredigezhioù paeañ forzh penaos.

En ur zibab Kelenn :

  • e heñchit an taos war zu ur raktres engouestlet ha lec'hel,

  • e skoazellit ur framm kevredigezhel desavadurel.

  • e c'hellit gwelet un efed fetis ha gwelus war an dachenn.

> PELLGARGAN AN TEUL : https://intranet.diwan.bzh/documents/913

Testeni Patricia Chorlay, renerez Kelenn

E 2025, a-drugarez d'an arc'hant dastumet gant Kelenn dre an taos deskardiñ, hon eus gellet : klokaat hor mediaoueg  evit derc'hel da gaout danvez hizivaet e liamm gant skiantoù an deskadurezh ; kinnig stummadurioù nevez pe klokaet diwar-benn sujedoù a-vremañ : ar skol er-maez, ar bevañ mat asambles ; aozañ stajoù evit hor studierezed hag hor studierien, dezho da vevañ ar soubidigezh ha da eskemm gant tud a-vicher. Berr-ha-berr, an taos deskardiñ a sikour an danvez-gelennerien da gregiñ mat gant o micher nevez !

 

Testeni Maria Malarde, skolaerez tremenet dre g/Kelenn

Tremen dre ar greizenn stummadur deus ma chañjet kement ha kadarnaet un dibab. An eskemmoù get ar stummerezed, ar mareoù rannet get ma c'henseurted da zonet, an deskerezh savet e brezhoneg.... An holl mareoù-se o deus ma maget ha kreñvaet ma c'hoant. Kelenn e brezhoneg, kelenn dre soubidigezh, n'eo ket just ur perzh mat e-mesk re arall, an dra-se a zo ar pezh a ro ur stêr d'an deskiñ, d'an holl draoù arall.

Gerioù-alc'hwez stag : Taxe d'apprentissage    Taxe    Taos deskardiñ    Taos    Kelenn    Diwan   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

Nevesaet al logo

Sur a-walc'h e ouiec'h dija e oa deuet ar rouedad da g/kevread, met ofisiel eo dre al logo bremañ ! Ar cheñchamant anv-se a ziskouez...

Tombola Diwan 2026

Rouez eo an obererezhioù arc’hantañ evel an tombola a sell ouzh holl izili Diwan hag a zegas gounidoù ingal bep bloaz. Ganti e...

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An holl bennadoù war an tem-mañ