Darempred

Degemer > Offres d'emplois > Servij keodedel Skol Diwan ar Faou

Servij keodedel Skol Diwan ar Faou

Kinnig labour embannet d'an / ar 16.10.2026

Lec'h : Ar Faou

Doare post ALL .

Padelezh 8 miz

01/11/2026

Pellgargañ e stumm PDF

Deskrivadur ar post-labour

Emañ Skol Diwan Ar Faou o klask war-lerc'h unan bennak e servij keodedel evit 8 miz, adalek ar 1añ a viz
Du 2026.
Kefridi ar sevij keodedel a vo ambroug ar vugale skoliataet e-pad hag a-ziavaez ar prantadoù skol :
eilañ ar skolaerezed, sikour e-pad ar prantadoù a-stroll, obererezhioù e-pad an ehanoù hag an diwallerezh.
Pouspl eo lakaat e plas ur raktres gant ar skolidi, a-du gant ar skipailh pedagogel.

Deuit 'ta da gemer prezh e obererezhioù deskadurel ha sevenadurel e Skol Diwan Ar Faou !

An implij amzer a zo 24 eurvezh sizunvezhiek, da lavaret eo tro-dro 8 eurvezh dre zevezh e-pad
an devezhioù skol (lun, meurzh, yaou, gwener). Pouspl eo azasaat anezhañ ma vez ezhomm.
Ma emaoc'h dedennet pe ma ho peus c'hoant muioc'h a ditouroù, e c'halloc'h mont e darempred ganeomp
dre vail martinjaouen@yahoo.fr pe dre bellgomz 0608776012.

Adkavit an embann-mañ war al lec'hienn gouestlet evit lakaat hoc'h anv : https://www.service-civique.gouv.fr/trouver-ma-mission/participer-aux-activites-educatives-et-culturelles-au-sein-de-lecole-diwan-du-faou-8-5-3-2-6acd039ac728c-6acd00dbc96a10096b658e84


Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Devezh Degemer Diwan

Deuit da gejañ ouzhomp d'an 21 a viz Du 2026 e Roazhon ! Digor eo da holl izili ar c'hevread (implijidi, kerent, tud a-youl vat...)

Kemennadenn a-berzh Kuzul merañ Diwan

Kengalv d'un emvod meur dreistordinal

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Merc'her 30 a viz Gwengolo e vo aozet e vizio Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù en un doare ledanaet da holl izili Diwan...

An holl bennadoù war an tem-mañ