Skoazeller-ez skol Diwan Landreger
Kinnig labour embannet d'an / ar 02.11.2026
Lec'h : Landreger
Doare post KEVRAT DIDERMEN .
Ar buanañ ar gwellañ
Deskrivadur ar post-labour
Klask a ra skol Diwan Landreger, un eil skoazeller.ez, evit ur c'hevrat labour didermen.
Un ASEM a zo dija hag ezhomm zo da gaout un eil den da greñvaat ar skipailh ha da gemer perzh e diorroadur ar skol.
Hor skol :
- Krouet eo bet bloaz zo, e miz Gwengolo 2025.
- Evit ar poent zo bugale skol-vamm ha CP.
- Ur skol vihan eo, kevredigezhel, laik, digoust ha digor d'an holl.
- Deskiñ dre soubidigezh e brezhoneg a vez graet, er c’hlas hag en diavaez
Petra ho po d‘ober ?
- Labourat asambles gant ar skolaerez hag ar skoazellerez all evit kemer perzh e buhez pemdeziek ar skol.
- Buheziñ ha pedagogiezh : sevel ha kas atalieroù pedagogel da benn, ha sikour ar skolidi da zeskiñ.
- Da greizteiz : sikour ar vugale da zebriñ ha bezañ war evezh e-pad ar c'housk-aes.
- Ober war-dro ar vugale, ha sikour anezho da vezañ emrenoc'h emrenañ : degemer ar vugale, sikour anezho da cheñch dilhad, ober war-dro o yec'hed, naetaat anezho ha teurel evezh ouzh o surentez.
- Naetaat ha kempenn : ar savadurioù, ar salioù hag an dafar pedagogel.
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
-
Barregezhioù yezh : Komz a rit brezhoneg fraezh, evit doujañ da raktres ar
skolioù Diwan. -
Skiant-prenet : Labouret ho peus bet gant bugale er skolioù, er c'hreizennoù-
dudi. Ur CAP (Accompagnement Éducatif Petite Enfance (AEPE) a vefe ur perzh mat.
Perzhioù ret : Oberiantiz, pasianted, madelezh ha bezañ gouest da selaou mat. -
Plijout a ra deoc'h labourat a-stroll ha kemer perzh e raktres ar skolioù Diwan.
Dibarzhioù ar post
Seurt kevrat : CDI (kevrat labour didermen).
Amzer labour : 24 eurvezh ar sizhun, e-pad sizhunvezhioù ar skol hepken.
Aozadur an amzer labour : Da vezañ divizet asambles.
Deiziad kregiñ : Ar buanañ ar gwellañ.
Lec'h labour : Landreger (22).
Gopr : Gopr diazez SMIC ledanet war ar bloavezh : Ar gopr a vo ingalet ha paeet bep miz eus ar bloaz, zoken e-pad ar vakañsoù.
Evit gouzout hiroc'h/ kinnig ho respont
Kasit ho CV hag ul lizher bihan hag a zispleg ho tivizoù dre bostel da : aep.landreger@diwan.bzh
Gallout a rit ivez mont e darempred ganeomp dre bellgomz war an niverenn 06 31 29 72 75.
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret









