Darempred

Degemer > Offres d'emplois > Skoazeller·ez divyezhek ar velestradurezh - Skol Diwan Sant-Ervlan

Skoazeller·ez divyezhek ar velestradurezh - Skol Diwan Sant-Ervlan

Kinnig labour embannet d'an / ar 23.10.2026

Lec'h : Sant-Ervlan

Doare post KEVRAT TERMENET HE FAD .

Padelezh 8 miz

an abretañ ar gwellañ

Pellgargañ e stumm PDF

Deskrivadur ar post-labour

Emañ ar c’hevread Diwan o klask ur skoazeller·ez divyezhek ar velestradurezh evit Skol Diwan Sant-Ervlan. 

Dindan atebegezh renerezh ti skol ar servij kentañ derez ha renerezh ar c’hevread e kenlabouroc’h gant holl izili skipailh ar skol : renerezh, skolaerien, implijidi nann-gelennerien, izili ar c’hevredigezh deskadurel poblek. Fiziet e vo ennoc’h kefridioù liesseurt. 

Goulennet e vo ganeoc’h ober war dro :

1- Sekretourva boutin
Bezañ e darempred gant Diwan, an ti-kêr, ar KDP hag ar bretierezh-skol
Degemer an dud war-eeun ha dre bellgomz ha kas anezho e darempred gant an dud dave.
Degemer ha treuzkas al lizhiri.
Degemer ha treuzkas ar mailoù.

2- Melestradurezh skol
Ober war dro asurañsoù skol
Merañ an enskrivadurioù war ar modul-enskrivañ
Heuliañ ONDE (testeniañ ar skoliata, dizenrollañ, …)

3- Aozadur ha mont en dro ar skol
Aozañ lodenn pleustrek un ermaeziadenn skol ( kirri-boutin, sinema, implij-amzer poull-neuial…)
Urzhiañ an dafar (diwar goulenn ar renerez)
Merañ implij-amzer ar stajidi (gant aotre ha sell ar renerez)
Ober war dro boest apotikerezh ar skol

4- Rannañ ha kas an titouroù
Kehentiñ diabarzh ar skol (gant aotre ha sell ar renerez)
Ober war ar c’helaouiñ (e liamm gant an AEP/renerezh)
Sevel rentaou kont ar c’huzul skol hag emgavioù skipailh

5- Degemer hag evezhiañ
Evezhiañ mont e barzh ar skol diouzh mintin ha diouzh noz gant ar skipailh skolaer·ien

Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet

Un diplom war ar sekretourva hag un tamm skiant prenet war an danvez a vo ret kaout evit derc’hel ar post-mañ.
Evit ar post-mañ eo ret bezañ evezhiek, emren-tre, gouest d’en em azasaat ha bezañ aes gant an dud.
Ret e vo deoc’h mestroniañ ar poelladoù-mañ : word, excel, google workspace.
Bez ho po da implijout ivez poelladoù all a sell merañ an ti skol (modul enskrivañ, poelladoù akademiezh). Rankout a reoc’h eta bezañ en ho aes gant an urzhiataerezh.
Evel just eo ret deoc’h mestroniañ ar brezhoneg kenkoulz dre skrid ha dre gomz evit bezañ dibabet, live B2
(DBY) d’an nebeutañ.

Titouroù all

Deiziad enfredañ : an abretañ ar gwellañ
Doare kevrat : CDD kresk labour berr pad – padelezh : betek vakañsoù hañv 2027
Padelezh amzer labour : 12 e /siz bloazieket (Lun + Meurzh)
Gopr : etre 12.436€ kriz/e ha 12.793€ kriz/e
Lec’h labour : Skol Diwan Sant-Ervlan 2 bis alez Henri Farman Sant Ervlan
Ma z'och dedennet gant ar post, laoskit hoc’h emstrivadur (CV+Lizher en em ginnig) aman dindan pe kasit hoc’h emstrivadur da tuta@diwan.bzh


Lakaat ma anv

I. Lec’h(ioù) labour goulennet

II. Amzer labour goulennet


Pellgargañ amañ war eeun ho CV hag ho lizher emginnig e stumm PDF.

(*) : Dre ret

Skignañ ar c'hinnig labour-mañ war ma fajenn

Lenn ivez

Devezh Degemer Diwan

Deuit da gejañ ouzhomp d'an 21 a viz Du 2026 e Roazhon ! Digor eo da holl izili ar c'hevread (implijidi, kerent, tud a-youl vat...)

Kemennadenn a-berzh Kuzul merañ Diwan

Kengalv d'un emvod meur dreistordinal

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Merc'her 30 a viz Gwengolo e vo aozet e vizio Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù en un doare ledanaet da holl izili Diwan...

An holl bennadoù war an tem-mañ