
Skol Diwan Sant Brieg
19 bali / boulevard Carnot
Sant Brieg / Saint-Brieuc 22000
09 50 59 60 46
4 c'hlasad, war-dro 80 bugel, 2 gevredigezh bev-birvidik
Digor eo ar skol Diwan e Sant-Brieg abaoe 1979, e-kreiz ar c'harter Robien emañ, nepell diouzh ar gar. Krouet e oa bet ar skol gant Claudette Le Guellec, bet skolaerez eus 1979 da 1995. Genidik e oa eus Plevin hag he zud a oare brezhoneg.
War-dro 80 bugel a vez degemeret bep bloaz. Pevar c'hlasad zo :
- Ar re vihan-tout, ar re vihan hag ar re grenn gant Anton (kelenner ha kenrener) ha Koulmig (kelennerez, evit an diskarg renerezh), hag Elyssia ha Marine (GWAASMed).
- Ar re vras hag ar re CP gant Nadine (kelennerez), ha Marie-Claire (GWAASM).
- Ar re CE1 hag un darn eus ar re CE2 gant Marielle (kelennerez).
- Un darn eus ar re CE2, CM1 ha CM2 gant Margot (kelennerez ha kenrenerez).
Renerezh ar skol : Anton Menard ha Margot Kerriou.
Un toullad traoù a vez aozet gant ar skol bep bloaz hag ar c'hlasadoù a gemer perzh en abadennoù, atalieroù a vez kinniget er c'harter, e kumun Sant-Brieg, ha pelloc'h c'hoazh. An holl glasadoù o doa kemeret perzh en ur raktres sirk zoken ! Ur mell raktres kaer hag a oa bet kaset da benn gant an arc'hant a oa bet dastumet gant ar raktres "Deiziadur" gant Diwan.
Ar skol a gemer perzh er raktres "Eco-école" ha lakaet e vez e plas oberoù, atalieroù ha degemeret emellerien hag emellerezed war un tem bep bloaz.
Skoazell / KDP (AEP) :
Bep bloaz e vez aozet ur Fest-noz bras e sal Robien, en dibenn-sizhun kentañ e miz Here (42 vloaz zo e oa bet aozet hor fest-noz kentañ !), un trail bras ar "Foetadenn" e kreiz miz Du, un trokata e miz C'hwevrer, gwerzhioù kig-ha-farz (2 wech ar bloaz), levrioù ha vignetennoù (hag a vez dasparzhet en holl skolioù Diwan e Breizh !).
Gant ar gKDP (AEP) e vez meret ha fakturennet an diwallerezh diwar vremañ. Ar prizioù a zo diouzh ar rannad familh hag emaint skoaz ouzh ar prizioù er skolioù publik e Sant-Brieg. Ar c'hantin zo meret gant Ti-kêr Sant-Brieg.









