Darempred

L'AEP et le Skoazell

Skol Diwan Sant-Brieg

Penaos ez a Diwan Sant-Brieg en-dro ?

Div gevredigezh zo en-dro d'ar skol :

  • Kevredigezh an deskadurezh pobl
  • Ar Skoazell

Digor eo ar c'hevredigezhioù-se d'an holl (tadoù ha mammoù a-youl vat, pe mignoned). Aozet int evel-henn :

  • ur prezidant pe ur brezidantez,
  • un teñzorer pe un deñzorerez,
  • ur sekretour pe ur sekretourez,
  • hag o skoazellerien/skoazellerezed.

En em vodañ a ra kuzul-merañ pep kevredigezh war-dro ur wech bep miz. An emvodoù-meur a vez ur wech bep bloaz. Kemerit perzh en hini pe hini eus ar c'hevredigezhioù, digor eo an emvodoù d'an holl ! Talvoudus e vo ho parregezhioù, n'eus forzh pere e vefent ! Deuit da gemer perzh en abadennoù aozet gant ar Skoazell. Un digarez e vo d'ober anaoudegezh ha da gaout plijadur asambles !

Kevredigezh an deskadurezh pobl

Petra a ra Kevredigezh an deskadurezh pobl ?

  • Merañ an dud a labour er skol ha n'int ket kelennerien (diwallerezh, kempenn…).
  • Kelaouiñ ar familhoù diwar-benn buhez kevredigezhioù ar skol.
  • Ober evit ar skol en diabarzh, en darempredoù gant an tier-kêr hag ar melestradurezhioù (URSSAF, yaouankiz ha sportoù…).
  • Aozañ an diwallerezh.
  • Merañ an arc'hant dastumet (frejoù pedagogel, roadoù, skoaziadennoù, skodennoù-skol ar c'humunioù, arc'hant gounezet gant ar skoazell, ha kement zo…).
  • Arc'hantiñ obererezhioù ar skol.
  • Aozañ an norioù digor (bodad an diorren).

Kas ur postel : aepdiwansb@gmail.com

Ar Skoazell

Petra a ra ar Skoazell ?

  • Brudañ a ra ar skol Diwan hag ar brezhoneg.
  • Aozañ a ra pe kemer a ra perzh en abadennoù sokiokulturel : fest-noz, Redadeg…
  • Dastum a ra an arc'hant a zo ezhomm evit ma'z afe en-dro ar skol ha Diwan Breizh.
  • Degas a ra arc'hant d'an AEP.
  • Gwerzhañ a ra levrioù, c'hoarioù, CDoù e brezhoneg.

Kas ur postel : skoazelldiwansb@gmail.com

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 e vo aozet Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù e vizio ! Un emgav a-bouez e-lec'h ma c'helloc'h...

An holl bennadoù war an tem-mañ