Darempred

Degemer > Etablissements > Lise Diwan Karaez
Lise Diwan Karaez

Lise Diwan Karaez
Kerampuilh
Karaez / Carhaix-Plouguer 29270

02 98 99 36 73


lise.karaez[at]diwan.bzh
https://lisediwankaraez.bzh/

Lise Diwan Karaez
E 1994 e oa bet digoret an eilvet klas kentañ Diwan er Releg-Kerhuon. E 1997 e teuas al lise da Garaez lec’h m’emañ c’hoazh.
lise__RLP5932-Lise_Diwan_Karraez_kentan_ES

Lise Diwan Karaez

Lire en français

E 1994 e oa bet digoret an eilvet klas kentañ Diwan er Releg-Kerhuon. E 1997 e teuas al lise da Garaez lec’h m’emañ c’hoazh.

Betek 2019, al lise Diwan nemetañ a oa hini Karaez, ul lise all en deus digoret e Gwened bremañ.

Digor eo al lise Diwan war an diavaez muioc’h eget darn vrasañ al liseoù all, digor e chom ar prenestroù war ar bed. Bep bloaz e vez liseidi o vont d’an estrenvro, da Euskadi pe da Alamagn. Ur gwir rann european zo el lise. Labouret e vez e saozneg war skiantoù an natur. Kluboù zo el lise diwar intrudu al liseidi o-unan. Neuze e cheñch a vloaz da vloaz hervez al liseidi. Kalz liseidi a ra traoù er-maez al lise ivez, dreist-holl war-dro ar sonerezh. E-leizh a sonerien zo amañ ! Betek pevar-ugent lisead a rae kentelioù muzik en diavaez e 2017. Sportourien zo ivez.

Un dra dibar evit liseidi Diwan Karaez eo o darempredoù aes gant ar re gozh. Setu pezh a lavar ar gelennerien er-maez Diwan atav. Al liseidi neuze n’int ket troc’het diouzh yezh ha sevenadur o bro evel e liseoù all, na diouzh ar broioù all, na diouzh ar remziadoù all.

Al liammoù etre al liseidi bet e Karaez a bad pell goude o bloavezhioù lise.

Ha n’eo ket dav komz eus disoc’hoù mat liseidi Diwan en arnodennoù. Anavezet eo bremañ !

Disoc'hoù ar vachelouriezh
Bloavezh skol 2009-10 2010-11 2011-12 2012-13 2013-14 2014-15 2015-16 2016-17
Enskrivet 73 76 82 89 83 101 112 113
Degemeret 71 72 81 87 78 98 107 110
Feur pengenniñ 97,3% 94,7% 98,8% 97,8% 94,0% 97% 95,5% 97,3%
 
Bloavezh skol 2017-18 2018-19 2019-20 2020-21 2021-22 2022-23 2023-24 2024-25
Enskrivet 139 105 106          
Degemeret 133 103 106          
Feur pengenniñ 95,7% 95,2% 100%          

Lidet e oa bet 30vet deiz-ha-bloaz al lise e 2024. Un toullad remziadoù zo bet stummet du-se ha tapet ganto ar vachelouriezh.

Gant Ofis Publik ar Brezhoneg (OPAB) ha kevread Diwan e oa bet soñjet e vefe talvoudus gouzout hiroc'h war ar pezh eo deus da vezañ liseidi·adezed Diwan : Piv it ? Peseurt micher a zo ganto ? E pelec'h emaint o chom ? Ur studiadenn a oa bet kaset da benn gant OPAB e 2013, a c'heller pellgargañ amañ.

Keleier ar skol

Bac micherel AEPA : emvod-kelaouiñ enlinenn d'al Lun 10 a viz Even

03 juin 2024

Dizoloit ar bak micherel Buheziñ evit ar vugale hag an dud kozh (AEPA) a zigoro a-benn distro-skol 2024 e lise Diwan Karaez.

Disoc’hoù en enklask war implij ar brezhoneg gant al liseidi Diwan hag o familhoù

05 novembre 2021

Tremenet mat eo an distro skol 2021-2022 er skolioù, skolajoù, liseoù ha lusk ar skoliata zo lañset, un digarez da ober anv en-dro...

Holl keleier ar skol
Darvoudoù ar skol
Holl darvoudoù ar skol