Darempred

Bac_Pro_AEPA_-_Bak_micherel_BBTK_Bandell_lechienn_BAK_BBTK_BAC_PRO_AEPA

Bak micherel BBTK

Un emvod kelaouiñ hag un devezh dizoleiñ !

04/12/2025

Aozet e vo gant Lise Diwan Karaez daou darvoud evit kinnig deoc'h ar Bak micherel BBTK (Buheziñ Bugale ha Tud Kozh)

Aozet e vo gant Lise Diwan Karaez daou darvoud evit kinnig deoc'h ar Bak micherel BBTK (Buheziñ Bugale ha Tud Kozh) :


Emvod kelaouiñ war an hentad bak micher BBTK
Merc’her 7 a viz Genver 2026 da 6e30 g.m. (dre vizio)

- Kinnig an hentad : programm, implij-amzer, skipailh, stajoù, labour-noz, raktresoù…
- Live brezhoneg rekis
- Ha goude ar bak ?
- Buhez e lise Diwan Karaez
- Goulennoù
Goulenn ul liamm evit ar vizio : katell.chantreau@diwan.bzh

Réunion d'information Bac Pro AEPA

 

Devezh dizoloiñ ar bak micher BBTK e Lise Diwan Karaez


D'al Lun 26 a viz Genver 2026 e vo pedet ar skolidi divyezhek 3de ha 4re klas dedennet gant ar buheziñ da zont da Lise Diwan Karaez da dremen un devezh gant an eilveidi BBTK.
War ar roll : 3e kelenn micherel, 3e kelenn hollek, ha prantadoù eskemm frank.
Pred profet da greisteiz. 10 plas.
Enskrivadur dre ret a-raok ar 16 a viz Genver 2026.
Titouroù hag enskrivadurioù : katell.chantreau@diwan.bzh

Journée découverte Bac Pro AEPA

Met petra an diaoul eo BBTK ? Anv an hentad nevez digoret e Lise Diwan Karaez e miz Gwengolo 2024 : Bak micherel Buheziñ Bugaleaj ha Tud Kozh. Maïna, Loeïza, Tippi, Zia, Jack, ha Zia : 6 skoliad eilvet a zo en em lañset en avañtur-se, asambles gant 8 kelenner.ez.
E-pad 3 bloaz e vo heuliet kentelioù hollek gante (brezhoneg, galleg, istor douaroniezh, ekonomiezh, sport, saozneg, arzoù ha matematikoù) met ivez kentelioù micherel evit deskiñ ar vicher buhezour.ez. 14 eurvezh da bep rann, hollek ha micherel. Evit a sell ouzh ar rann vicherel e vez ur meskaj etre kentelioù teorik (metodologiezh ar sevel raktresoù, anaoudegezh er vugale, gwir al labour…), stalioù dizoleiñ teknikoù buheziñ (labour-dorn, c’hoarioù, kanaouennoù), 6 sizhunvezh staj gant bugale, ha raktresoù buheziñ (sevel ur stal margodennoù evit bugale skol Diwan Karaez da skouer, peotramant aozañ c’hoarioù evit degemer an dredeidi el lise).

Ur c’hlasad kentañ BBTK zo bet digoret evit ar bloavezh-skol 2025-2026. 

Gerioù-alc'hwez stag : Karaez    Karaez    AEPA    BBTK    Animation    Personnes âgées    enfance    bugale    Diwan    Fédération Diwan   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

An holl bennadoù war an tem-mañ