Darempred

Degemer > Disochou-en-enklask-war-implij-ar-brezhoneg-gant-al-liseidi-diwan-hag-o-familhou
lise_karaez__RLP6041

Disoc’hoù en enklask war implij ar brezhoneg gant al liseidi Diwan hag o familhoù

Rentañ-kont

05/11/2021

Lire cet article en français

Tremenet mat eo an distro skol 2021-2022 er skolioù, skolajoù, liseoù ha lusk ar skoliata zo lañset, un digarez da ober anv en-dro eus un enklask bras kaset da benn e lise Diwan Karaez diwar-benn implij ar brezhoneg gant al liseidi hag o familhoù. An disoc'hoù a oa bet embannet e miz Ebrel 2021.

Etre miz Du 2019 ha miz Genver 2020 e oa bet aterset 314 lisead evit kompren gant petra int levezonet pa implijont ar brezhoneg war ar pemdez. Ur raktres pedagogel e oa ar studiadenn-se e penn kentañ : kinniget en deus Gildas Grimault, kelenner war ar skiantoù ekonomikel ha sokial, d’ur strollad eilvet klas en em lakaat e plas ur sokiologour ha sevel ur roll goulennoù.

"Daoust hag an oad hag al live skol, ar skolaj orin, ar familh (ma vez komzet brezhoneg pe get), bezañ paotr pe blac’h  o deus ul levezon war an implij eus ar yezh ? a c'houlenn Gildas. Ur bern goulennoù ha ne ouiemp ket ar respontoù, na me nag al liseidi. Ha goude eo bet kaset al liseidi a oa fier ruz da vont en holl glasadoù da ginnig o labour ha da lakaat al liseidi da respont."

Meur a dra a zo bet lakaet war wel :

  • 79% deus al liseidi a lavar bezañ tomm ouzh ar yezh

  • 71% anezho a gav dezho o deus ul live mat pe mat a-walc’h e brezhoneg

Kaout kerent a oar brezhoneg a lak da greskiñ ar santimant barregezh-se, met ar fed bezañ paotr pe blac’h ivez :

“Ar merc’hed o deus ar santimant bezañ barrekoc’h eget ar baotred e brezhoneg, a zispleg Gildas. Gouzout a ouiomp dre vras e Bro-C’hall, da skouer, emañ ar merc’hed  tostoc’h ouzh ar skol eget ar baotred. Ar brezhoneg a zo evit ul lod mat eus al liseidi un danvez skol peogwir ne vez ket komzet brezhoneg er gêr. Neuze, gellout a reomp ober ul liamm etre an daou hag a c’hell bezañ un displegadenn.”

Diskouez a ra an enklask ivez ez eus kerent brezhonegerien gant ul lodenn vat eus al liseidi. E-touez ur familh diwar ziv ez eus un tad pe ur vamm a oar brezhoneg mat pe vat a-walc’h, met treut e seblant bezañ an treuzkas :

“Benn ar fin hon eus merzet ez eus nemet ur c’hard eus ar gerent a oar brezhoneg a dreuzkas d’o bugel, eme Gildas. Neuze n’eo ket ar pal barn evidomp-ni peogwir e ouiomp ez eus ur c’hoant kreñv ‘barzh bed an emsav treuzkas, met ar pezh a zo eo kompren ivez petra c’hoarvez evit al liseidi. Neuze pa glevomp ez eus un diouer a vrezhoneg gant al liseidi pe ne vez ket implijet dibaouez ar brezhoneg ganto, deomp-ni da c’houzout ivez an tri c’hard anezho ho deus un tad pe ur vamm a oar mat pe mat a-walc’h ar brezhoneg ha n’int ket deuet a-benn da dreuzkas ar yezh d’o bugel.”

Treuzkas ar brezhoneg er familhoù a zo sujed un dezenn kaset a-benn er mare-mañ gant ar sokiologourez Katell Chantreau, kenurzhierez an enklask-se gant Gildas Grimault.

> Klikit amañ evit kaout disoc'hoù resis an enklask ha gouzout hiroc'h

Gerioù-alc'hwez stag : brezhoneg    langue    langue bretonne    lycée    enquête    lycéens   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kenstrivadeg An Erminig Helavar 2024

A-drugarez d’ur profour e vo aozet evit an eil gwech gant Diwan d’ar Yaou 13 a viz Even 2024, e lise Diwan Gwened, ur genstrivadeg...

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ