Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan plijidi > Degemer mat e skol Diwan Sant-Brieg !
DiwanSB_Diwan_SB_1

Degemer mat e skol Diwan Sant-Brieg !

E 1980 e oa bet digoret Skol Diwan Sant-Brieg. Staliet eo er c’harter Robien.

Abaoe 1979 he deus graet skol Diwan Sant-Brieg he demeurañs e-kreiz ar c’harter Robien, nepell diouzh ar gar. Krouet e oa bet ar skol gant Claudette Le Guellec, skolaerez eus 1979 da 1995. Genidik e oa eus Plevin hag he zud a ouie brezhoneg.

War-dro 70 bugel a vez skoliataet bep bloaz. Pevar c’hlas zo :
– Ar re vihan-tout, ar re vihan hag ar re grenn gant Anton (skolaer) ha Sonia (skoazellerez).
– Ar re grenn hag ar re vras gant Nadine (skolaerez), Josy (skolaerez, un devezh bep sizhun) ha Marie-Claire (skoazellerez).
– CP ha CE1 gant Marielle (skolaerez) erlec’hiet ar bloaz-mañ (2022-2023) gant Nolwenn (skolaerez).
– CE2, CM1 ha CM2 gant Margot (skolaerez).
Renerez ar skol : Nadine ar Vourc’h.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Digresk ar frejoù Bod ha boued - distro skol Gwengolo 2026

A-drugarez da engalvadeg an tiez-skol, ar c'hevread a c'hell digreskiñ ar frejoù Bod ha Boued adalek distro-skol 2026. Un diviz kreñv...

Emvod-meur 2026

Bep bloaz, an emvod-meur a zo ur mare pouezus evit buhez kevread Diwan.

An taos deskardiñ 2026

un taos a vo plijus deoc'h paeañ m'emaoc'h e penn un embregerezh pe ur gevredigezh.

Kenavo Loic

Loic, emouestlet-kaer e Diwan, en deus kemeret perzh a-zevri e diorren Diwan, war gement live a zo.

An holl bennadoù war an tem-mañ