Darempred

Degemer > Communique-du-ca
logo_LOGO-DIWAN-01-Glas-drolinenn-wenn

Kemennadenn Kuzul Merañ Diwan

10/07/2026

Kuzul Merañ Diwan a ginnig e follenn hent evit mont war-raok gant an enkadenn da vat

Lire en français

 

En deizioù diwezhañ ez eus bet meur a gemennadenn foran diwar-benn stad Kevread Diwan. Kuzul-merañ ar c’hevread en deus klevet ar prederioù bet diskleriet hag e fell dezhañ respont dezho.

 

Abaoe meur a sizhun emañ ar C'huzul-merañ o labourat evit lakaat e pleustr obererezhioù da respont d’an degouezh-mañ, war an dachenn denel hag ivez war an dachenn aozadur.

 

A-zivout ar riskloù psikosokial ez eus bet lañset difreoù gant servijoù yec’hed al labour, psikologourez al labour hag an ensavioù rekis evit ambroug ar c’hopridi/gopradezed ha gallout dizarbenn ar riskloù-se.

 

Diouzh an hentoù bet kinniget e-kerzh an Emvod-Meur Dreistordinal d’an 20 a viz Mezheven, emañ Kuzul-merañ ar c’hevread o kenderc’hel gant al labour a-benn lakaat e plas ur skoazell diavaez evit harpañ Kevread Diwan en e labour da gas da benn an emdroadurioù ret. Ar skoazell-se a ranko reiñ an tu da greñvaat hon aozadur, da sklaeraat roll pep hini, da wellaat red an titouroù ha da suraat an doareoù da gemer divizoù. Kement-se a skoazello ivez, a-benn ar fin da hevoud an dud a-vicher en o labour hag a vo ur gwarant evit ma padfe war hirdermen an obererezhioù kaset da-benn hiziv an deiz a-zivout ar riskloù psikososial.

 

War un dro, en deus divizet Kuzul-merañ ar gevread krouiñ ur bodad anvet “Dazont Diwan”. Bodet e vo enni merourien ha merourezed, gopridi.adezed, dileuridi a-youl vat eus ar skolioù hag ivez tud varrek diavaez d’ar c’hevread, evit sikour da gas an treuzfurmadur war-raok war hir dermen. He fal a vo anavezout an emdroadurioù ret, heuliañ chanterioù boulc’het hag al labourioù lañset, harpañ ar c'henemglev etre an holl re er c’hevread ha reiñ kontoù ingal diwar-benn araokadennoù al labour. Ar bodad-mañ n'he devo ket da gemer lec'h Kuzul-merañ ar c’hevread, a chom an hini nemetañ da gaout ar galloud da gemer an divizoù.

 

Ar pal zo ober war-dro abegoù don, deuet diouzh ar framm, d’an diaesterioù en devez ar c’hevread da dalañ outo bloavezhioù ‘zo ha sevel, holl asambles ur mont en-dro sklaer, seder ha padus. 

 

Edo saviadoù hiniennel ‘zo dindan argerzhoù a denn da wir al labour. Hervez redioù an implijer hag evit doujañ d'an dud a denn dezho, ne raio ket ar C'huzul-merañ evezhiadenn ebet diwar-benn an argerzhoù-se. Koulskoude e c’hallomp gwarantiñ deoc’h eo digemm ar skipailh-ren.

 

Ar C'huzul-merañ a zo glac'haret gant ar fed m'eo bet skignet titour diwar-benn an argerzhioù hiniennel-se a-raok ne vijent echu. Ha gouzout a reomp en deus gallet kement-mañ kas nec’hamant e-diabarzh ar familhoù hag ar skipailhoù o labourat e Diwan, ha labourat a reomp ma vo graet war-dro heuliad an teuliad-mañ a-zevri ha ma vo meret d’un doare ken rik ha ken kuzhut ha ma vez ret.

 

Hor priorelezh a chom ar memes hini : suraat dazont ha padusted Diwan en ur wellaat mont en-dro ar C’hevread, bezañ e-kichen an holl skolioù hervez ezhommoù pep hini a-hed ar bloavezh, gwareziñ yec’hed ar skipailhoù ha krouiñ bemdez an divizoù hag an doareoù labourat a roio diazezoù kreñv, stabil d’ar mont en-dro ha fiziañs evit an dazont.

 

Trugarekaat a ra ar c’huzul-merañ an holl c’hopridi, an dud a-youl, ar familhoù, an harperien hag ar gevellerien a gendalc’h ganeomp hag a ra da zDiwan bezañ bev er pemdez. Emouestlet eo da genderchel gant al labour bet boulc’het gant atebegezh ha reiñ a raio keloù ingal d’an izili eus an araokadennoù a vo diwar an obererezhioù lakaet e pleustr.

 

A-benn ar fin, fellout a ra deomp asuriñ deoc’h emañ an holl dud a-youl vat, an holl dud a-vicher er skolioù, an holl dud a labour ha merourien ar C’hevread o labourat start evit prientiñ distro-skol 2026-2027 ha bezañ sur e vo kinniget d’an holl an degemer, ar c’helenn hag an doareoù labourat ar gwellañ a c’hall bezañ.

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Assemblée Générale extraordinaire 20/05

An emvod meur dreistordinal a vo dalc’het d’an 20 a viz Even 2026 er selaouva Yann-fañch Kemener, e Kastell Kerampuilh e Karaez

Digresk ar frejoù Bod ha boued - distro skol Gwengolo 2026

A-drugarez da engalvadeg an tiez-skol, ar c'hevread a c'hell digreskiñ ar frejoù Bod ha Boued adalek distro-skol 2026. Un diviz kreñv...

An holl bennadoù war an tem-mañ