17/07/2026
Goude eil tro arnodenn 2026 setu disoc'hoù klok ar Vachelouriezh e Diwan :
- Lise Karaez (62 lisead·ez) : 60 degemeret (96,77%) ha 2 gorbellet (3.23%) ;
- Lise Gwened (13 lisead·ez) : 13 degemeret (100%) ;
- En holl (75 lisead·ez) : 73 lisead·ez (97%) ha 2 gorbellet (3%).
A live ar C’hwec’hkogn eo degemeret 91.4% eus al liseidi·adezed (hollek, teknologel ha micherel).
Gourc'hemennoù d'an holl, liseadezed ha liseidi, met ivez d'ar skipailhoù desavadurel o deus ambrouget anezho e-pad bloavezhioù e Diwan !
Hag evit a sell ouzh ar breved :
- Skolaj Bro-Dreger, 47 bet degemeret (100 %)
- Skolaj ar Releg-Kerhuon, 52 bet degemeret (86.67%)
- Skolaj Gwiseni, 20 bet degemeret (100%)
- Skolaj Jakez Riou Kemper, 36 bet degemeret (90%)
- Skolaj ar Mor-Bihan, 28 bet degemeret (100%)
- Skolaj Sant-Ervlan, 18 bet degemeret (100%)
- En holl, 213 bet degemeret (94.37%)
Gourc'hemennoù d'an holl skolajiadezed ha skolajidi, met ivez d'ar skipailhoù desavadurel !









