Darempred

Degemer > Appel-doffres-travaux-1
Appel_Offre_Galv__Galv_dar_chonkurans

Galv d’ar c’hoñkurañs - Labourioù bras e Skolaj Diwan ar Releg

12/06/2026

Betek an 30/06

Labourioù bras e Skolaj Diwan ar Releg (29) - Galv d’ar c’hoñkurañs

Abaoe 2025 emañ meret savadur Skolaj brasañ kevredad Diwan gant ur gevredigezh savet a-ratozh-kaer : TI KERHOR. Ur feurm amfiteotek hir bad a 30 vloaz a zo bet sinet. Kement all en deus debloket raktres nevesaat ar skolaj. Labourioù surentez war an tan ’zo bet kaset e 2025, hag aze e krogo labourioù bras evit astenn hag adsevel penn-da-benn kegin ha sal-debriñ ar skolaj. Ouzhpennet e vo 100m² d’ar skolaj. Gellet a radio 130 kennard debriñ asambles, div wech brasoc’h e vo ar gegin ha daougementet e vo sal ar c’hlañvidi. Ar raktres a zo arc’hantaouet gant Departamant Penn ar Bed, ar font debarzhadur Roc’h Diwan ha gant Skolarn :  kuzul skoazell ar skolaj.

Ur pezh chanter eo, 13 lodenn zo d’ar marc’had. Gervel a ra Diwan e holl skolidi gozh o defe stalioù da sevel ti pe embregerezhioù e bed ar chanterioù, peotramant penn embregerezhioù prest da sikour ar brezhoneg en ur ginnig prizioù dereat en ur respont d’ar galv-kinnigoù amañ.

Gellet a ra Diwan degemer mesenerezh e stumm micherel, ha moaien zo talvoudekaat neuze ar profoù e stumm labour-dorn. 60% eus sammad ar prof a vo tu digreskiñ eus tailhoù an embregerezh. Gouzout hiroc’h amañ.

Respontit war unan pe meur a lodenn eus ar galv-kinnig : Turiañ an douar – rouedadoù - terkañ an diavez ; diskar mogerioù - mañsonerezh; Kalvezerezh - bardaj koad; toiñ ; prenistri diavez ha diabarzh ; Speurennoù isothermes ; speurennoù sec’h ha difuiñ; solier ; leur ha kareladur: livaj ; tredanerezh ; tommerezh – puraat an aer – plomerezh ha privezioù.

Na chomit ket etre daou : harpit Diwan dre al labourioù ivez.

Liamm war-zu ar marc’had amañ, war Marchés Online 

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Devezh Degemer Diwan

Deuit da gejañ ouzhomp d'an 21 a viz Du 2026 e Roazhon ! Digor eo da holl izili ar c'hevread (implijidi, kerent, tud a-youl vat...)

Kemennadenn a-berzh Kuzul merañ Diwan

Kengalv d'un emvod meur dreistordinal

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Merc'her 30 a viz Gwengolo e vo aozet e vizio Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù en un doare ledanaet da holl izili Diwan...

An holl bennadoù war an tem-mañ