Penngasour.ez
Kinnig labour embannet d'an / ar 20.10.2025
Lec'h : Gwened
Doare post KEVRAT DIDERMEN .
Deskrivadur ar post-labour
Emañ Skolaj Lise Diwan Gwened o klask ur penngasour·ez
Post CDI leun amzer bloazieket
An abretañ ar gwelañ
Ur c’hevread kevredigezhel, laik, digoust ha digor d’an holl eo Diwan. Hiziv an deiz ez eo an hentenn gelenn nemeti o kinnig deskiñ brezhoneg dre soubidigezh. Krouet ouzhpenn 47 vloaz zo ez eus e Diwan 48 skol, 7 skolaj ha 2 lise, dasparzhet war 5 departamant Breizh istorel.
Emañ Diwan o klask war-lerc’h ur penngasour·ez evit ar Skolaj Lise Diwan Gwened an abretañ ar gwelañ.
O labourat dindan atebegezh renerezh an ti-skol e vo fiziet ennoc’h :
- Aozañ ha sterniañ buhez-skol an ti-skol
- Buheziñ ar skolaj-lise (beilhadegoù, stalioù dizarbenn, bodadoù liammet gant ar skolajidi ha liseidi, surentez, yec’hed…)
- Merañ ar skipailh kasouriezh (sevel an implijoù amzer, merañ amzer labour ar skipailh, kas an titouroù a sell ar goproù…)
- Daremprediñ gant ar gerent diouzh an ezhommoù
- Kenlabourat gant ar skipailh renerezh, kelenn, melestradurezh
Titouroù all :
CDI leun amzer bloazieket
Lec’h labour : Gwened
Gwarez yec’hed hag ur prevoyañs
Gopr : 1821.42 kriz/viz + un arc’hopr miziek kriz a sav da 177€
Ma ‘z oc’h dedennet gant ar post, trugarez da gas ho emstrivadur (CV+lizher en em ginnig) da tuta@diwan.bzh a-raok an 31 a viz Here. Dalc’het e vo ar bodad tuta d’ar 6 a viz Du e Skolaj-Lise Gwened.
Skiant-prenet ha barregezhioù goulennet
Doare den :
- Live C1 e brezhoneg degemeret mat. Brezhoneg komzet hag skrivet mat a-walc’h evit bevañ e brezhoneg pe/hag evit sikour ar skolajidi-liseidi,
- Live Bak + 2
- Bezañ en e aes evit daremprediñ gant ar grennarded
- Bezañ en e aes evit merañ ur skipailh
- Plijet gant al labour a-stroll
Lakaat ma anv
(*) : Dre ret







