Darempred

Degemer > Etablissements > Bro diwan plijidi > Serradur Skol Diwan Boulvriag
skol-diwan-boulvriag__RLP7975

Serradur Skol Diwan Boulvriag

24/02/2026

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP Skol Diwan Boulvriag kemer an diviz start serriñ ar skol.

D’ar 6 a viz C’hwevrer e oa en em vodet AEP ar skol. Merzet eo bet gant ar gerent meur a dra en deus lakaet anezho da dapout an diviz : 

  • Ar c’hoant gant ar perc'henn adtapout al lec’h feurmet d’ar skol e fin ar gevrat, 
  • Un diforc’h youl bras gant an dilennidi lec’hel ha da gentañ tout gant Ti-Kêr Boulvriag, en deus kinniget diskoulm ebet evit adlojañ ar skol hag aesaat an traoù evit digeriñ e miz Gwengolo 2026 : an diskoulm nemetañ kinniget a oa un dachenn re vihan gant un deiziataer ha ne glote ket gant an ezhommoù,
  • Skuizher an dud a-youl vat hag ar gerent, obererien Diwan, rediet stourm dizehan,
  • Ur stad arc’hant bresk tre evit ar skol dre ma ne veze ket paeet ar forfedoù skol gant tiez-kêr ‘zo (e stern an endalc'hioù lezennel) ha-se meur a vloavezh diouzh renk.

Abalamour da stad an traoù, hag ar fed e vefe bout obererien Diwan en deus ranket an AEP divizout serriñ ar skol.

Kevread Diwan en deus asantet serradur ar skol hag ambrouget e vo an obererien lec’hel evit kinnig un adrummadur d’ar skolaerien (2 zen), ar familhoù war-zu skolioù Aodoù-an-Arvor ha sikour an AEP da glozañ ar raktres hag dic’hoprañ an ASEMed (2 zen).

Kumun Boulvriag ha Su tolpad-kêrioù Gwengamp-Pempoull a goll e skol nemeti dre soubidigezh e brezhoneg, 4 implijiad eus ar gumun (koll implijoù lec’hel) ha bugale niverus na z’int ket e skolioù Boulvriag.

Abaoe tost da 50 vloaz e stourm kevread Diwan evit adlavaret pegen talvoudus eo emgouest ar strollegezhioù hag ar stad evit saveteiñ an treuzkas dre soubidigezh. Hep un diskoulm adlojañ gant ar strollegezhioù evit hor skolioù digoust, laik ha digor d’an holl e chomo dazont ar brezhoneg en arvar.

Gerioù-alc'hwez stag : Boulvriag    Bourbriac   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Dorioù digor

A-benn nebeut e vo aozet dorioù digor kevread Diwan, an doare gwellañ d'ober anaoudegezh gant Diwan ! D’ar 6 ha d'ar 7 a viz C'hwevrer...

An Erminig Helavar

Trede abadenn ar genstrivadeg “An Erminig Helavar” a oa bet aozet ar sizhun tremenet e Lise Karaez. 23 lisead·ez a zo pignet war...

Dilennadegoù-kêr 2026

Pal ar c’houlennaoueg-mañ eo gouzout petra a vo graet gant an dud a vo war ar renk evit ar c’helenn dre soubidigezh evit lec’hioù...

Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù

D'ar Sadorn 24 a viz Genver 2026 e vo aozet Kuzul ar Skolioù, Skolajoù ha Liseoù e vizio ! Un emgav a-bouez e-lec'h ma c'helloc'h...

An holl bennadoù war an tem-mañ