Darempred

Degemer > Nedeleg-e-brezhoneg
nedeleg-laouen-2020_nedeleg_laouen_2020

Nedeleg e brezhoneg

18/12/2020

Lire cet article en français

Oh oh oh... Emañ an tad Nedeleg o tont dizale ! Un digarez brav da zegas un tamm brezhoneg er gêr hag un nebeud mennozhioù da lakaat dindan ar wezenn sapr. Gouelioù mat d’an holl goude bezañ bet un trimiziad e strafuilh betek re !

Goude ar bloavezh diaes evit ar goñversanted e oa bet digoret ar stalioù e penn kentañ miz Kerzu hag un digarez mat eo ar gouelioù evit souten anezho. Petra a vir ouzoc’h mont e brezhoneg ganto goude ar mareoù kenfinet-mañ. Renablet vez gant al lec’hienn Stal.bzh ar goñversanted a implij ar brezhoneg tost ouzh ar gêr hag amañ dindan e kavoc’h kalz a vennozhioù profoù evit degas plijadur (deoc’h) e brezhoneg evel-just !

Mennozhioù a bep seurt

Levrioù ha kelaouennoù

  • Evit reiñ avi lenn kenkoulz d’ar re vihan ha d’ar re vras e kaver mennozhioù war Lenn e brezhoneg ha gellout a reoc’h ivez mont e darempred gant ur skol Diwan pa werzhont levrioù e brezhoneg, peotramant an Ti ar Vro dostañ evit gouzout pelec’h prenañ anezho.
  • Perak pas profañ ur c’houmanant d’ur gazetenn pe d’ur gelaouenn ? Kinniget vez gant ar gelaouenn Ya! formulennoù prizioù disheñvel, mui ar gelaouenn Bremañ.

Filmoù ha stiradoù skinwel

  • Kentañ lec’hienn video war c’houlenn e brezhoneg eo Breizh VOD. Evit Nedeleg e c’hellit profañ ur gartenn prof evit ur c’houmanant bloaziek.
  • Pour les vacances, Brezhoweb vous propose de nombreux dessins animés en breton pour toute la famille, accessibles gratuitement sur le site internet. Evit ar vakañsoù e kavoc’h war Brezhoweb kalz a dresadennoù bev e brezhoneg evit ar familh a-bezh a c’heller sellout evit netra war al lec’hienn internet.

Hag evit ma vo oberiant ar re yaouank tout e-kerzh ar vakañsoù Nedeleg, kavit ivez hor pennad Danvez niverel e brezhoneg evit talañ ouzh ar c'henfinañ.

Nedeleg laouen d'an holl !

Gerioù-alc'hwez stag : kenfinañ   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Sinet eo bet evit chom 25 bloaz c’hoazh e Rianteg !

D’ar Meurzh 10 a viz Meurzh 2026 da 5e30 d’enderv, e oa bet dalc’het lid sinadur an emglev nevez etre Ti-kêr Rianteg ha Skol...

Ar Redadeg 2026

Ur redadeg a-bep-eil eo, evit an holl hag evit ar blijadur. Tremen a raio e pep lec'h e Breizh eus Lannuon da Naoned eus an 8 d'ar 16 a viz Mae 2026.

Goulennaoueg Diwan evit an dilennadegoù-kêr : an disoc’hoù

71 respont zo bet resevet gant Diwan d’ar 1añ a viz Meurzh. Ledet int war 48 kumun disheñvel. E-mesk ar 48 kumun-se e kaver 17...

Serradur Skol Diwan Boulvriag

Dre ma ne oa kinnig ebet evit adlojañ ar skol hag e oa tenn an traoù a fed arc’hant o deus ranket obererien Diwan ha skipailh AEP...

An holl bennadoù war an tem-mañ