Darempred

Degemer > Setu-erru-deiziadur-diwan-2021
calendrier-deiziadur-2021_deiziaduriou_2021

Setu erru deiziadur Diwan 2021 !

20/10/2020

Lire cet article en français

Evel bep bloaz e vez embannet gant Diwan e zeiziadur. Ar wech-mañ eo skol ar Faou he deus sevenet anezhañ war dem ar plantennoù gouez.

Gant an deiziadur-mañ e tiskouez Skol Diwan Ar Faou en un doare barzhoniel hag arouezel he deus diwanet ha kresket ar c’hreunenn Diwan hadet 40 vloaz zo. Natur ha sevenadur Breizh a chom pinvidik ha kreñv. Evel al louzeier gouez e ra ar Brezhoneg e lod evit mirout ur glad boutin : an douar hag ar sevenadur. Eus ar bezhin betek ar brug dre al linad e vezer souezhet endro gant blaz al louzeier mat se evel ma vezer souezhet gant blaz ar Brezhoneg a ziroll evel al levenez war spered hor bugale. Evel ur rozenn-moc'h, arouez al labour-douar doujus ouzh an ekoreizhiad hag ar bevliesseurted eo ar Brezhoneg ur yezh bev !

Skeudennerezh : Aurore Colliou / Graferezh : Romain Diguet

Kit e darempred gant ho skol garetañ evit e brenañ !

Gerioù-alc'hwez stag : le faou    deiziadur   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ