Darempred

Degemer > Etablissements > Skol Diwan Ar Faou
Skol Diwan Ar Faou

Skol Diwan Ar Faou
92 Penn ar Menez
Ar Faou / Le Faou 29590

02 98 81 98 06





Skol Diwan Ar Faou
E skol Diwan ar Faou ez eus bet dibabet gant ar skipailh pedagogel broudañ an eskemmoù etre ar c'hlasoù, ar c'henlabour etre an oadoù neuze.
skol_Arfaou

Skol Diwan ar Faou

Lidet eo bet 20 vloaz Diwan ar Faou e 2018 hag abaoe un toullad bloavezhioù e kresk ar skol. En em gavet eo ar skolidi da ouzhpenn 50. Ar skol a gemer perzh e raktresoù liesseurt, gant Park an Arvorig peurgetket. Un chañs eo bezañ tost ouzh ar Park hag un digarez a-zoare evit bezañ emskiant eus glad ar vro. Startijenn ha nerzh zo gant an AEP hag ar c'huzul skoazell amañ! Ur bern darvoudoù a bep seurt a vez aozet gant ar c'huzul skoazell, an hini anavezetañ a vez graet e Koad ar C'hrannoù nepell, devezh Sul Bask : «Bec'h d'ar vioù !», klasket e vez warlerc'h ar vioù chokolad hag ar vi aour evit gounit profoù a bep-seurt.
Darvoudoù ar skol
Holl darvoudoù ar skol
Lenn ivez

Diwan : nevesaet an dud e penn ar rouedad a-benn treiñ war zu an dazont

Dilennet en deus Kuzul-merañ Kevredad Diwan ur burev nevez, klok gant seizh den ennañ. Ar pal gant ar burev-mañ a zo kreñvaat en-dro...

Emvod-Meur dreistordinal

An Emvod-meur dreistordinal a vo dalc’het d’ar Sadorn 14 a viz Du 2026 etre 9e30 ha 12e e Ti ar Vro bro Gwened, 3 straed al Lezenn e Gwened.

Devezh Degemer Diwan

Deuit da gejañ ouzhomp d'an 21 a viz Du 2026 e Roazhon ! Digor eo da holl izili ar c'hevread (implijidi, kerent, tud a-youl vat...)

Kemennadenn a-berzh Kuzul merañ Diwan

Kengalv d'un emvod meur dreistordinal

An holl bennadoù war an tem-mañ