Darempred

Degemer > Bezañ tad pe vamm ur skoliad·ez > penaos ambroug ma bugel ?

Alc’hwezioù evit ober war-dro skoliadur ho pugale

Lire cet article en français

Choazet ho peus Diwan da skol d’ho pugale met n’ouzoc’h dare penaos ober war-dro o skoliadur. Evidoc’h eo graet ar pennad-mañ.

Ha rankout a ra tud ar skolidi gouzout brezhoneg ?

Ne reont ket, nann. Evel-just e vez atav gwelloc’h pa oar tud pe tud-kozh ar vugale brezhoneg. Met siwazh ne vez ket kont evel-se ken evit an darn vrasañ eus ar familhoù ! Eus 20 da 30% hepken eus familhoù Diwan a zo enno ur b·vrezhoneger·ez en e·he oad gour da nebeutañ hervez-kont.

Ar pep pouezusañ eo broudañ ha kennerzhañ ar bugel dre zisplegañ dezhañ perak ho peus choazet pedagogiezh Diwan. Ho pet lorc’h gant ar pezh a ra ho pugel, diskouezit oc’h laouen gant e araokadennoù. Ar gelennerien hag ar gerent all a vo mat dezho ivez reiñ sikour hag alioù deoc’h.

> Lenn 5 testeni gant tud bugale

> Lenn ar pennad-kaoz gant Catherine Adam, sokio-yezhoniourez e skol-veur Brest

N’ouzomp ket brezhoneg. Daoust ha gouest e vimp d’ober ingal war-dro skoliadur hor bugel ?

Ho pugel a gompren brezhoneg, ha danevelliñ e labour a c’hallo ober en ho yezh. Er gêr, m’ho pez c’hoant da vezañ sur eo bet komprenet mat kentel pe gentel gantañ e c’halloc’h lakaat ho pugel da adlavaret e galleg ar pezh en deus dalc’het soñj anezhañ, ha sikour anezhañ e galleg ivez. Gouest e vo da dreiñ e brezhoneg an displegadurioù ho po roet dezhañ e galleg (pe forzh pe yezh all komzet er familh). Pa vez kont evel-se en deus mestroni ar bugel war un dra bennak ha n’eo ket mestr e dud warnañ. Degas a c’hell un tamm strafuilh met n’eo ket falloc’h ivez p’en devez ar bugel traoù da zeskiñ d’e dud !

Ar pep pouezusañ a-benn ar fin eo an deskiñ (e matematik, Istor, skiantoù…), an treuzkas eus an eil yezh d’eben a c’hoarvezo anezhañ e-unan, er skol pe e lec’h all. An treuzkas-se, evel ar fed deskiñ, a vez atav dezhañ un tamm liv a vurzhud.

> Lenn 5 ali a-berzh kelennerien

Ma ne gont ket ma bugel e zevezh skol, ma nac’h treiñ traoùigoù pa c’houlenner outañ pe ma nac’h komz ouzh e dud kozh, ha reizh eo kement-se ?

Ar seurt emzalc’hioù a c’haller kompren. Na vezit o c’hortoz e kontfe deoc’h ho pugel bemdez ar pezh en devez graet. Dezhañ da welet ez eo ar skol un dra bemdeziek ha boas ha gwelloc’h e vez gantañ mont war ur gaoz all pa zistro d’ar gêr.

« Treiñ » ne dalvez netra d’ar vugale. Ne ra ket ar vugale gant al lavar evit diskouez petra a ouzont ober pe penaos e teu ganto. Ober a reont gantañ evit sevel liammoù, evit reiñ da c’houzout un dra bennak a-bouez hervezo, tost d’o c’halon. Ma’z eo galleg ar yezh a implij diouzh boaz gant e hentez, da betra ez afe a-greiz-holl war ar brezhoneg ? A-hend-all, ne blij da hini ebet ac’hanomp bezañ priziet pe barnet : reizh eo neuze en em dennfe ar vugale eus ur blegenn a gav ganto int bet sachet enni gant un den gour evit anezho war arnod.

Er skol pe er skolaj e vez disheñvel ar jeu, rak eno ha gant an dud war al lec’h ez eo ar brezhoneg ar yezh daremprediñ boas.

Ho pet soñj e teuio bravoc’h a-se gant ho pugel ma vez bet kennerzhet ha harpet a bep tu. Ma vezit gant ar c’hoant gouzout hiroc’h pe c’hoazh en etremar komzit eus se gant ar skolaer·ez, kentoc’h eget gant ho pugel rak ezhomm en deus da santout ho peus fiziañs er skol choazet ganeoc’h evitañ.

Lennet eo bet ar pennad ganin betek penn ha tost kendrec’het on bet : me ivez zo o vont da zeskiñ brezhoneg !

Fiskal jabadao ! Gwir eo n’eo ket holl-ret gouzout brezhoneg pa choazer un hentad divyezhek pe Diwan, met un tamm mat gwelloc’h eo stagañ ganti ! Muioc’h e vo broudet ar vugale, pinvidigezh ouzhpenn e vo deoc’h ivez hag eskemm a c’halloc’h war ar pezh a vo desket diouzh an eil tu hag egile. Ma, dre belec’h kregiñ e-barzh ? Lakaat brezhoneg en ho ti, setu un doare da vont en hent. Kentelioù-noz, stummadur fonnus, heuliad stajoù reoliek (doare Pevar lamm) pe kentelioù dre lizher ? Evit ober ho soñj, kit e darempred gant DAO (Deskiñ d’an oadourien, kevredad an aozadurioù deskiñ brezhoneg d’an dud deuet), gant an 02 98 99 94 24.

Dielloù

Gerioù-alc'hwez stag : brezhoneg    tud ar vugale    divyezhegezh   

Skignañ ar pennad-mañ

Lenn ivez

Kenstrivadeg An Erminig Helavar 2024

A-drugarez d’ur profour e vo aozet evit an eil gwech gant Diwan d’ar Yaou 13 a viz Even 2024, e lise Diwan Gwened, ur genstrivadeg...

Emvod meur rouedad Diwan d'an 13 a viz Ebrel e Plañvour

Dalc’het e vo emvod meur ar rouedad Diwan d’ar Sadorn 13 a viz Ebrel 2024 e Kreizenn Sevenadurel Amzer Nevez e Plañvour (56).

Sujedoù ar breved e brezhoneg : galv ar rouedad Diwan

Kelaouet e oamp bet gant servijoù ministrerezh an Deskadurezh Stad e vefe aotreet hor skolajidi da respont e brezhoneg evit holl zanvezioù...

An holl bennadoù war an tem-mañ